Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Strafuilh, trumm ha berrbad a santer en askre hag er c'horf hag a c'hoarvez diwar ur barrad aon, levenez, h.a. HS. from.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

O c’hlevout a c’halv en-dro davedomp taolennadoù a-bell-pell, hag a laka da advevañ trivliadoù-kalon a wechall.

1923
Daveenn : SKET p.40

Aes a-walc'h e oa evit an Ao. Utterson, a dra sur, o vezañ ma eztaole nebeut-tre e drivliadoù, ha gant e vignoned zoken e hañvale e zarempredoù bezañ soliet war an hevelep madelezh c'hougemerus.

2012
Daveenn : DJHMH p10

"Poole" a eilgerias an noter, "mar lavarit se, ez eo va dever gwiriañ. Daoust da'm damant da drivliadoù ho mestr, ha d'an amzivin a-zivout an notenn-se, a hañval prouiñ ez eo bev bepred, e rankan anzav ez zo va dever terriñ an nor ha mont tre da welout.

2012
Daveenn : DJHMH p.68

Pouezus eo ivez derc'hel da sachañ evezh an arvesterien – da lâret eo ar sell foran – hag ober dezhe bevañ trivliadoù ar stourmerien ar muiañ ar gwellañ.

2015
Daveenn : DISENT p78-79

Priam, roue galloudus ha tad glac'haret hag aspedus, ha nouspet darvoudenn ha tudenn warn-ugent all, fromus, farsus, glac'harus, a-bep-eil tro an holl anezhe, a lak a sevel ennomp ur from hag un trivliad a sko eeun-tenn d'hor c'halon ha d'hor spered en desped d'an daou vil hag eizh kant vloaz tremenet abaoe ar mare ma savas Homeros e varzhoneg !

2016
Daveenn : ILIAS p. 7

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial