Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. A. 1. Harz dibad a lakaer d'un obererezh bnk. Komz, labourat hep arsav : dibaouez. Ne vo arsav ebet. Deiz an arsav. & Trl. (db. an ardivinkoù) En arsav : zo bet lakaet paouez d'o mont en-dro evit ur prantad amzer. Kirri-tan en arsav. 2. Pennad amzer ma chomer a-sav e-kerzh ur bourmenadenn, ur veaj, h.a., alies evit diskuizhañ. Ober un arsav dirak un ostaleri. Echu eo an arsavig. 3. Lec'h ma rank ur c'harbed chom a-sav. Diflukañ a rejont eus ar c'harr-boutin en arsav. HS. ehan. 4. Impl. da anv hollek. Dre ast. Un ti a arsav : un ti diskuizh. Un ti a arsav evit ar glañvourien. B. Paouez lakaet d'un obererezh, d'un argerzh, pe a c'hoarvez en un arc'hwel. Un arsav kalon. II. Estl. Termen a dalvez da lakaat ub. da chom a-sav. Arsav ! Mar lavaront dimp : « arsav ! », e chomomp a-sav-pik.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

arsavioù

1850
Daveenn : GON.II pg arsaô, arzaô (Repos. Cessation. Relâche. Pause. Trêve. Loisir. Station. Suspension. Pl.)

arsav

1850
Daveenn : GON.II pg arsaô, arzaô, trévers (Repos. Cessation. Relâche. Pause. Trêve. Loisir. Station. Suspension).

Meur a arsav en deus graet.

1850
Daveenn : GON.II pg arzaô (Il a fait plus d'une pause, plus d'une station).

arsav

1850
Daveenn : GON.II pg arsaô, arzaô (Repos. Cessation. Relâche. Pause. Trêve. Loisir. Station. Suspension).

Disklêriet eo end-eeun e kan ar Senoned e tigasas kanennoù Matugenos ar peoc’h hag ar sioulded er c’hoad hag en doureier, en neñv ha war an douar ; arsav a voe da bep emgann, da bep garm, da bep kan.

1923
Daveenn : SKET p.45

Hogen, war an hentoù-se, ma ’z eo tonket dezhi kerzhout, n’eus nag arsav na distro !

1923
Daveenn : SKET p.79

"arsav" g.

1923
Daveenn : SKET p.156, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "halte, arrêt, repos".

arsav-brezel

1923
Daveenn : SKET p.156, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Trêve".

arsav-brezel

1927
Daveenn : GERI.Ern pg arzao

arsav

1927
Daveenn : Geri.Ern pg arzao

arsav

1927
Daveenn : Geri.Ern pg arzao

arsav

1931
Daveenn : VALL pg arrêt

Chom a sav dek munut dre bep eurvezh kerzhout ; da zek eur, an arsav brasañ, c’hwezhañ tan ; aozañ soubenn ; lakaat eur c’horniad butun gros ; mont adarre betek an enderv ; digouezhout en ur bourk pe en ur gêrig vihan ; klask ur c’hrignol gant e-leizh a blouz pe foenn ; kaout arc’hant a-walc’h da foetañ oc’h ober tro an ostalerioù, ha mont da gousket hep soñjal da netra, marv gant ar skuizhder ; adsevel da veure, ha mont adarre a-raok ; setu penaos e tremenis an tri devez « manoeuvre » da stlepel er mor an alouberien a oa sañset bezañ douaret e Pontrev.

1944
Daveenn : EURW.1 p.199

Kemer a rea ar metro kentañ. [...] An arsav kentañ a oa e anv Poissonière.

2023
Daveenn : DREAM p. 68

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial