I.
(db. ar vuhez danvezel)
1. E mizoù ub., un ensavadur bnk.
Bevañ diwar-goust ub., diwar-goust ar gumun.
[1878] Madoù ar re a vezo barnet d’ar marv a zo miret evit ar Republik, hag o intanvezed hag o bugale a vezo maget diwar-goust ar c’houarnamant ma n’o deus ket a vadoù eus a ur perzh-all bennak.
&
(en e furm vihanaat)
Diwar-goustik ub.
&
Trl. (db. ar boued, an diedoù)
N'eo ket diaes servijañ ar sant diwar e goust : servijañ dezhañ udb. zo bet roet gantañ.
2. Dre ast.
Dre berc'hennañ ar pezh zo d'ub., d'un ensavadur bnk.
Laeret en doa bravigoù diwar-goust e dud. Gounezet o deus tachennoù ec'hon diwar-goust ar vro amezek.
&
Trl.
Ober yalc'h, ober godell diwar-goust ub. : pinvidikaat dre berc'hennañ ar pezh zo dezhañ.
Ne welit ket e ra yalc'h diwar ho koust ?
II.
Dre skeud.
A. (db. an dud, an traoù)
1. O noazout da (ub., udb.).
Graet o deus diouzh o mad o-unan diwar-goust ar peoc'h. Piv a yafe da vrezeliñ diwar e goust ?
&
Graet en deus an dra-se diwar-goust e zevezh : lakaet en deus e amzer d'ober an dra-se e-lec'h labourat war e vicher.
2. Farsal, c'hoarzhin diwar-goust ub., udb. : farsal diwar e benn, c'hoarzhin warnañ.
Farset o doa diwar-goust e gredennoù. C'hoarzhin a ra diwar-goust o foan.
3. Deskiñ ub. diwar e goust : hep ma teufe a-benn da virout a ober gaou outañ e-unan.
Desket e vez an nesañ diwar e goust.
&
Diwar ma c'houst eo : em gaou eo.
4. Ober udb. diwar-goust (+ av.) : en em lakaat e-tailh da (+ av.).
Difennet en doa e gamalad diwar-goust bezañ gwelet fall gant ar c'helenner.
B. (db. an traoù)
Dre dennañ gounid eus (udb.).
Deuet eo pinvidik diwar-goust an arc'hant : dre dennañ gounid eus e arc'hant.
Sevel a ra ar plant diwar-goust an douar : dre dennañ gounid eus an danvezennoù zo en douar.
Référence :
GReg
pg fin (Il deviendra fin à ses dépens.)
friponat diwar-goust e vestr
friponat divar goust e væstr
1732
Référence :
GReg
pg griveler (faire des profits secrets & illicites dans une commission.)
friponet diwar-goust e vestr
friponet divar goust e væstr
1732
Référence :
GReg
pg griveler (faire des profits secrets & illicites dans une commission, pp.)
diwar-goust ar re all e pinvidika
diwar goust ar ré all é pinvidika
1850
Référence :
GON.II
pg pinvidikaat
« Mard eo ur c'holl din-me, / Dezhañ e vo ive, / Rak ma na deu d'am c'haout ha d'en em zamantiñ, / Tesko diwar e goust mont da goumanantiñ. »
» M'ar d-eo eur c'holl d'in-me, / » D'ezhan e vo ive, / » Rak ma na deu d'am c'haout ha d'en em zamanti, / » Tesko diwar he goust mont da goumananti.
1867
Référence :
MGK
p93
« Kemer skouer, mar kerez, diwar-goust va c'helenn ; / Furoc'h 'vit al loened, furoc'h ned eo an den ! »
» Kemer skouer, mar kerez, diwar goust va c'helenn ; / » Furoc'h 'vit al loened, furoc'h ne d-eo ann den ! »
1867
Référence :
MGK
p96
Disklêriañ a reer deoc’h c’hoazh, e chomo amañ, e Plougerne, d’hen diwall, pevar-c’hant soudard hag a vezo bevet ha paet diwar ho koust.
Diskleria a rear d’ehoc’h c’hoaz, e chommo aman, e Plougerne, d’hen diouall, pevar c’hant soudard hag a vezo bevet ha paet divar ho koust.
1877
Référence :
EKG.I.
p.236
Ar pezh a zo bet kaoz ma’z eus bet kement a drubuilh e kalz a barrezioù, eo ma kaved enno tud hag a yae a-du gant an dispac’herien, tud hag a felle dezho en em binvidikaat diwar-goust an nesañ ha diwar-goust an ilizoù, pe en em saotriñ e pep viltansoù [sic].
Ar pez a zo bet kaoz ma’z euz bet kement a drubuill e kals a barresiou, eo ma kavet ennho tud hag a iea a du gant an dispac’herien, tud hag a felle d’ezho en em binvidikaat divar goust an nesa ha divar goust an ilizou, pe en em zaotri e pep viltansou [sic].
1877
Référence :
EKG.I.
p.237-238
Ar re-se [a] oa an dud o doa c’hoant d’en em ruilh er pec’hedoù hudur ha da heuliañ c’hoantegezhioù fall o c’halon, pe d’en em binvidikaat diwar-goust an ilizoù, ar c’houentoù hag an noblañsoù, en u[l] laerezh o leveoù, pe en ur ober an neuz d’o frenañ en ur baeañ anezho an dekved, da hirañ, eus ar pezh a dalvezent.
Ar re-ze oa an dud o doa c’hoant d’en em ruill er pec’hejou udur ha da heulia c’hoantegesiou fall ho c’haloun, pe d’en em binvidikaat divar goust an ilizou, ar c’houentchou hag au noblansou, en eur laerez ho leveou, pe en eur ober an neuz d’ho frena en eur baea anezho an degved, da hirra, euz ar pez a dalvezent.
1877
Référence :
EKG.I.
pp.43-44
Me gav din, e-lec’h chom amañ evel seizh peul koad da sellet an eil ouc’h egile, e rafemp gwell, a-raok mont kuit, ober pep a goan vat diwar-goust ar person "intru".
Me gaf dign, el leac’h chomm aman evel seiz peul koat da zellet an eil ouc’h egile, e rafemp guell, araok mont kuit, ober peb a goan vad divar goust ar persoun "intru".
1877
Référence :
EKG.I.
p.122
Petra a c’hellan-me da vezañ kemeret diwar-goust va ostizien ?
Petra a c’hellan-me da veza kemeret divar goust va hostisien ?
1877
Référence :
EKG.I.
p.132
« Madoù ar re a vezo barnet d’ar marv a zo miret evit ar Republik, hag o intanvezed hag o bugale a vezo maget diwar-goust ar c’houarnamant ma n’o deus ket a vadoù eus a ur perzh-all bennak. »
« Madou ar re a vezo barnet d’ar maro a zo miret evit ar Republik, hag ho intanvezed hag ho bugale a vezo maget divar goust ar c’houarnamant ma n’o deuz ket a vadou euz a eur perz-all bennag. »
1878
Référence :
EKG.II
p.208
Ur gentel vat ha talvoudek da Bipi rak n’eus diskamant gwelloc’h eget an hini a vez roet deomp hag a zigemeromp, met, klevit ’ta, diwar hon c’houst hon-unan.
Eur gentel vat ha talvoudek da Bipi rak n’eus diskamant gwelloc’h eget an hini a ve roet d’emp hag a zigemeromp, met, klevet ’ta, diwar hon c’houst hon-unan.
Ne chom ganto nemet un tamm skiant-prenet… ha prenet alies diwar o c’houst ha diwar o brasañ damant.
1944
Référence :
ATST
p.8-9
Bec'h a zeuas warnon koulskoude keit ha m'on bet du-hont. Ha kement-se diwar-goust un afer merc'hed, an hini washañ am eus bet da emellout enni e-pad va buhez Afrika.
1985
Référence :
DGBD
p123
Ha pa zeue an arc'hant da ziankañ, war chanter pe chanter, anat e oa bet tost dalc'hmat diwar-goust an tourioù, ar begoù-tour dreist-holl.