v.
I.
v.k.e.
1. Skeiñ ouzh, gant (ub., udb.).
An taol-mor en doa stropet anezhañ ouzh al listenn.
[1924] [O] bagoù boutet gant an avel, chachet gant ar mare, stropet ha ruilhet gant an taolioù-mor.
Stropañ a rae ar re all gant ur vazh.
&
Stropañ daou dra : skeiñ an eil gant egile.
Stropañ e ziv votez evit distagañ ar pri. Trouz evel stropañ daou gelorn : trouz evel daou gelorn o skeiñ an eil ouzh egile.
2. A-WECHOÙ
Strapañ.
Piv en deus stropet an nor ?
HS. strakal.
3. Teuler gant nerzh.
Stropañ fank ouzh ar voger.
DHS. skeiñ.
HS. delazhiñ, distlepel, stlepel.
4. Stropañ ub., udb. ouzh ub. : en em zizober anezhañ en ur gargañ unan all d'ober war e dro.
Stropet em eus ma c'hoar vihan ouzh ma breur.
5. Stropañ udb. ouzh ub. : e werzhañ d'ur priz izel dezhañ.
Stropet em eus ma marc'h outañ.
II.
v.g.
1. GOUNEZ.
Mediñ gant ur falz en ur vont hed-da-hed d'ar c'hlaz.
2. Skeiñ diwar gostez.
An taolioù-mor a strope war diaraog ar Vran.
3. (er c'hoari kilhoù)
Na lañsañ ar voul war-eeun betek ar pal. Stropañ pe mont war-eeun ? Evit ober nav e oa ret stropañ an tu kleiz.
III.
v. rag.
EN EM STROPAÑ GANT UDB. : tremen gant an dra-se.
Dav e vo dit en em stropañ gant se.
DHS. distropañ.
Betek an diwezhañ[,] holl e vezimp stropet, / Piv zo n'er goar ervat ? Kaer a zo lavaret, / Evelato an den a laosk, dre e ridell, / E skiant[,] a c'hreunennoù da vont gant an avel.
Betek ann diveza holl e vezimp stropet, / Piou zo n'her goar er-vad ? Kaer a zo lavaret, / Evelato ann den a laosk, dre he ridel, / He skiant a c'hreunennou da vont gant ann avel.
1867
Référence :
MGK
p101
Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignouned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù"
Evit klask eul louzoù a enep ar c'hlenved, Al leon, enn he ali, lavaraz d'al loened : - "Me gred, va mignouned, e vezimp stropet holl evit hor pec'hejou"
1867
Référence :
MGK
p24
Dont a rejont o-daou war ar gazek limon ; Per a voe stropet e-mesk ar sternaj, ar c’har[r] a droc’holias.
Dont a rechont ho daou var ar gazek-limoun ; Per a oue stropet e mesk ar sternach, ar c’har a droc’holiaz.
1878
Référence :
EKG.II
p.176
Ac’hane e vesent aketus o bagoù bihan ha bras, o bagoù boutet gant an avel, chachet gant ar mare, stropet ha ruilhet gant an taolioù-mor.
Ac’hane e vesent aketus o bagou bihan ha bras. o bagou boutet gant an avel, chachet gant ar mare, stropet ha ruilhet gant an tôliou-mor.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).
stropañ
stropa
1931
Référence :
VALL
pg (couper le blé à tour de) bras
stropañ ouzh
stropa ouz
1931
Référence :
VALL
pg adjuger (aux enchères à)
"Da wreg he deus un taksi?" a c'houlennan outañ, souezhet. "N'he deus ket met stropet eo ouzh ur paotr hag en deus pevar zaksi."