Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v. I. v.k.e. 1. Skeiñ ouzh, gant (ub., udb.). An taol-mor en doa stropet anezhañ ouzh al listenn. [1924] [O] bagoù boutet gant an avel, chachet gant ar mare, stropet ha ruilhet gant an taolioù-mor. Stropañ a rae ar re all gant ur vazh. & Stropañ daou dra : skeiñ an eil gant egile. Stropañ e ziv votez evit distagañ ar pri. Trouz evel stropañ daou gelorn : trouz evel daou gelorn o skeiñ an eil ouzh egile. 2. A-WECHOÙ Strapañ. Piv en deus stropet an nor ? HS. strakal. 3. Teuler gant nerzh. Stropañ fank ouzh ar voger. DHS. skeiñ. HS. delazhiñ, distlepel, stlepel. 4. Stropañ ub., udb. ouzh ub. : en em zizober anezhañ en ur gargañ unan all d'ober war e dro. Stropet em eus ma c'hoar vihan ouzh ma breur. 5. Stropañ udb. ouzh ub. : e werzhañ d'ur priz izel dezhañ. Stropet em eus ma marc'h outañ. II. v.g. 1. GOUNEZ. Mediñ gant ur falz en ur vont hed-da-hed d'ar c'hlaz. 2. Skeiñ diwar gostez. An taolioù-mor a strope war diaraog ar Vran. 3. (er c'hoari kilhoù) Na lañsañ ar voul war-eeun betek ar pal. Stropañ pe mont war-eeun ? Evit ober nav e oa ret stropañ an tu kleiz. III. v. rag. EN EM STROPAÑ GANT UDB. : tremen gant an dra-se. Dav e vo dit en em stropañ gant se. DHS. distropañ.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

stropañ ur chapeled

1659
Daveenn : LDJM.1 pg enfiler (vn chapelet)

stropañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg stropa

stropañ

1732
Daveenn : GReg pg enfiler (des moules de boutons), enlacer (passer des lacets les uns dans les autres, des branches d'arbres, les unes dans les autres)

stropañ, strollañ, fourrañ, lakaat an eil en egile

1732
Daveenn : GReg pg entrelacer

stropañ perlez

1732
Daveenn : GReg pg enfiler (des perles)

stropañ ur chapeled

1732
Daveenn : GReg pg (enfiler un) chapelet, enfiler (un chapelet)

Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignouned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù"

1867
Daveenn : MGK p24

Betek an diwezhañ[,] holl e vezimp stropet, / Piv zo n'er goar ervat ? Kaer a zo lavaret, / Evelato an den a laosk, dre e ridell, / E skiant[,] a c'hreunennoù da vont gant an avel.

1867
Daveenn : MGK p101

Ac’hane e vesent aketus o bagoù bihan ha bras, o bagoù boutet gant an avel, chachet gant ar mare, stropet ha ruilhet gant an taolioù-mor.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).

stropañ ouzh

1931
Daveenn : VALL pg adjuger (aux enchères à)

stropañ

1931
Daveenn : VALL pg (couper le blé à tour de) bras

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial