I.
V.g.
Pouezañ re war e berzhioù dibar.
An den n'eo ket loen eo, rak al loened ne ouzont ket fougeal.
II.
V.k.e.
Meuliñ.
Fougeal e loened evit o gwerzhañ.
HS. fougasiñ.
III.
V. rag.
Pouezañ re war e berzhioù dibar.
[1877] Pet den n’am eus-me ket klevet oc’h en em fougeal, evel Erwanig, pell diouzh ar Prusianed, ha, dirazo, a grene evel delioù ?
Référence :
GON.II
pg fougéa (Se vanter. Se glorifier. Faire le fanfaron. Part.)
fougeañ
fougéa
1850
Référence :
GON.II
pg fougéa (Se vanter. Se glorifier. Faire le fanfaron).
Na fougeit ket evel-se.
Na fougéit kéd évelsé.
1850
Référence :
GON.II
pg fougéa (Ne faites pas tant le fanfaron).
fougeal
fougéal
1850
Référence :
GON.II
pg fougéa
Erwanig, bremañ pa oa aet kuit an hini a lugerne e zaoulagad evel daou gef-tan, a c’hlabouse hag en em bompade. — Pet den n’am eus-me ket klevet oc’h en em fougeal, evel Erwanig, pell diouzh ar Prusianed, ha, dirazo, a grene evel delioù ?
Hervoanik, breman pa oa eat kuit an hini a lugerne he zaoulagad evel daou gef-tan, a c’hlabouse hag a en em bompade. — Ped den n’am euz-me ket klevet oc’h en em fougeal, evel Hervoanik, pell diouc’h ar Prusianed, ha, dirazho, a grene evel deliou ?
1877
Référence :
EKG.I.
p.150
Mar teu an hini en deus skrivet istor Yann Pennorz da gomz keit diwar-benn e dad-kozh, n’eo ket evit en em veuliñ nag evit en em fougeal eo, evit lavaret an traoù evel ma’z int c’hoarvezet eo avat.
Mar teu an hini en deuz skrivet histor Ian Pennors da gomz keit divar benn he dad koz, ne ket evit en em veuli nag evit en em fougeal eo, evit lavaret an traou evel ma’z int c’hoarvezet eo a-vad.
1878
Référence :
EKG.II
p.58
fougeal gant
1931
Référence :
VALL
pg (s')applaudir (de)
fougeañ ouzh ub.
fougea ouz u.b.
1931
Référence :
VALL
pg braver
Pa lavare ar glianted d'am zad : « Kerzhout a ray ho mab war ho roudoù, aotrou noter[,] hemañ a zo abred o tiskiñ e vicher avat ! » pe meuleudioù all evel-se, ma zad a wele dija e bennhêr, a-benn ma vije arru kozh, o kemerout e garg, mes me a vouzhe ouzh o c'hlevout o fougeal ganin[.]
Pa lavare ar glianted d'am zad : « Kerzout a ray ho mab war ho roudou, Aotrou Noter. Hemañ a zo abred o tiski e vicher avat ! » pe meuleudiou all evelse, ma zad a wele dija e bennher, a-benn ma vije arru koz, o kemerout e garg, mes me a vouze ouz o c'hlevout o fougeal ganin :
1944
Référence :
EURW.1
p28
Pet kêr a zo e Breizh-Izel, a c'hellfe fougeal heñvel ?
1944
Référence :
ARVR
Niv. 165
Ne zeue ket en e benn, evel-just, e oa fall an doare diskiñ ; tamall a rae ar vugale hag o zud, e-lec'h tamall ar C'houarnamant, a oa e Zoue — rak fougeal a rae gant ar Republik —[.]
Ne zeue ket en e benn, eveljust, e oa fall an doare diski ; tamall a rae ar vugale hag o zud, elec'h tamall ar C'houarnamant, a oa e Zoue — rak fougeal a rae gant ar Republik —[.]
1944
Référence :
EURW.1
p20-21
A-hed e vuhez, e chomas gant ar meno-se, ober un dra bennak, en ober mat ; lezel ar re all da fougeal war ar blasenn, chom sioul en diavaez d'ar vrud ha plediñ gant e vicher : setu holl.
A-hed e vuhez, e chomas gant ar meno-se, ober eun dra bennak, hen ober mat ; lezel ar re all da fougeal war ar blasenn, chom sioul en diavaez d'ar vrud ha pledi gant e vicher : setu holl.
1944
Référence :
EURW.1
p12-13
POUFAN : fougeal, brabañsal (ur poufer, ur brabañser)