Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. Pouezañ re war e berzhioù dibar. An den n'eo ket loen eo, rak al loened ne ouzont ket fougeal. II. V.k.e. Meuliñ. Fougeal e loened evit o gwerzhañ. HS. fougasiñ. III. V. rag. Pouezañ re war e berzhioù dibar. [1877] Pet den n’am eus-me ket klevet oc’h en em fougeal, evel Erwanig, pell diouzh ar Prusianed, ha, dirazo, a grene evel delioù ?

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

fougeet

1732
Daveenn : GReg pg (faire le) brave (le fanfaron)

fougeal

1732
Daveenn : GReg pg (faire le) brave (le fanfaron)

fougeal

1850
Daveenn : GON.II pg fougéa

Na fougeit ket evel-se.

1850
Daveenn : GON.II pg fougéa (Ne faites pas tant le fanfaron).

fougeet

1850
Daveenn : GON.II pg fougéa (Se vanter. Se glorifier. Faire le fanfaron. Part.)

fougeañ

1850
Daveenn : GON.II pg fougéa (Se vanter. Se glorifier. Faire le fanfaron).

Erwanig, bremañ pa oa aet kuit an hini a lugerne e zaoulagad evel daou gef-tan, a c’hlabouse hag en em bompade. — Pet den n’am eus-me ket klevet oc’h en em fougeal, evel Erwanig, pell diouzh ar Prusianed, ha, dirazo, a grene evel delioù ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.150

Mar teu an hini en deus skrivet istor Yann Pennorz da gomz keit diwar-benn e dad-kozh, n’eo ket evit en em veuliñ nag evit en em fougeal eo, evit lavaret an traoù evel ma’z int c’hoarvezet eo avat.

1878
Daveenn : EKG.II p.58

fougeañ ouzh ub.

1931
Daveenn : VALL pg braver

fougeal gant

1931
Daveenn : VALL pg (s')applaudir (de)

A-hed e vuhez, e chomas gant ar meno-se, ober un dra bennak, en ober mat ; lezel ar re all da fougeal war ar blasenn, chom sioul en diavaez d'ar vrud ha plediñ gant e vicher : setu holl.

1944
Daveenn : EURW.1 p12-13

Ne zeue ket en e benn, evel-just, e oa fall an doare diskiñ ; tamall a rae ar vugale hag o zud, e-lec'h tamall ar C'houarnamant, a oa e Zoue — rak fougeal a rae gant ar Republik —[.]

1944
Daveenn : EURW.1 p20-21

Pa lavare ar glianted d'am zad : « Kerzhout a ray ho mab war ho roudoù, aotrou noter[,] hemañ a zo abred o tiskiñ e vicher avat ! » pe meuleudioù all evel-se, ma zad a wele dija e bennhêr, a-benn ma vije arru kozh, o kemerout e garg, mes me a vouzhe ouzh o c'hlevout o fougeal ganin[.]

1944
Daveenn : EURW.1 p28

Pet kêr a zo e Breizh-Izel, a c'hellfe fougeal heñvel ?

1944
Daveenn : ARVR Niv. 165

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial