Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. Lorc'h. Diskouez a rae he bugale gant fouge. Ar fouge kentoc'h eget ar c'hoant bevañ a zalc'he an dud en o sav. & Trl. BEZAÑ FOUGE EN UB. GANT UDB., OC'H OBER UDB. : bezañ lorc'h ennañ gant an dra-se, oc'h ober an dra-se. Fouge zo enni gant he sae nevez. Yannig a oa ur pezh fouge ennañ o c'hoari e-tal e di, p'edo ar vugale all o vont d'ar skol. [1878] Laouen e oant, da vihanañ, ha, dioc’h an neuz anezho, e oa fouge enno o vezañ deuet, ken aes ha ker brav, a-benn eus o zaol. HS. stad. & Kemer fouge : dont da gaout fouge. Lorc'h ha fouge a gemeras o kas en-dro holl dud ar maner. & Kaout fouge en ub. : kaout lorc'h diwar oberoù ub. Lec'h hon eus-ni da gaout fouge en hor parrezianiz. 2. Fougaserezh. Gra da fouge ! 3. (db. al loened, ar c'hezeg dh.) Taerded. II. G. (en e furm lies) Gourc'hemennoù, meuleudioù graet da ub. Mont nay gant ar fougeoù. & Trl. Ober fougeoù ouzh ub. : ober e c'hourc'hemennoù dezhañ.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

c'hontaat kalz ha klask gant re a studi hag a fouge un dra bennak

1732
Daveenn : GReg pg affecter

leun a fougue

1732
Daveenn : GReg pg fastueux (plein d'orgueill, & d'ostentation)

fougeoù

1732
Daveenn : GReg pg fougue (Fougue, parlant des animaux, p.)

fouge

1732
Daveenn : GReg pg appareil, fanfare (vaine ostentation, grande rejouissance), fougue (Fougue, parlant des animaux.)

hon Salver a rebeche d'ar Farizianed e c'hoantaent hag e klaskent gant re a studi hag a fouge ar plasoù kentañ e-barzh ar c'hompagnunezhoù

1732
Daveenn : GReg pg affecter

fouge

1850
Daveenn : GON.II pg fougé (Vanité. Ostentation. Faste. Gloriole. Fanfaronnade. Rodomontade. Pompe).

Leun eo e benn a fouge.

1850
Daveenn : GON.II pg fougé (Il a de la vanité plein la tête).

Douaret eo bet gant kalz a fouge.

1850
Daveenn : GON.II pg fougé (Il a été enterré avec beaucoup de pompe, de faste).

Ne vez atav e ti 'r gened / Nag ar furnezh nag ar spered ; / Ar pezh a vez peurliesañ / Eo lorc'h, fouge e-kreiz netra.

1867
Daveenn : MGK p77

Daou varc'h a yae en hent : unan a gerc'h sammet. An eil, o tougen sonn arc'hant holen ar Roue; Bete bouedenn e lost ennañ lorc'h ha fouge, ne roje ket e vec'h evit netra er bed.

1867
Daveenn : MGK p5

Poaniañ a ra en noz, en deiz, / Evidoc'h, 'vit he bugale, / Hag he c'harantez, war vale, / Ne baouez da bediñ gant feiz, / Evit ma troy da vat ar bed, / Ma teuy kalon, skiant d'he fried, / E-lec'h brabañs, lorc'h ha fouge / M'en devezo doujañs Doue, / Ma talc'ho mat d'ar gourc'hemen, / Pa n'en defe ket ur varvenn !

1867
Daveenn : MGK p132

Poan ho pezo, va mab, Doue ho paeo, hag ho tad a vezo fouge ennañ o kaout ur mab ker kalonek.

1877
Daveenn : EKG.I. p.22

Laouen e oant, da vihanañ, ha, dioc’h an neuz anezho, e oa fouge enno o vezañ deuet, ken aes ha ker brav, a-benn eus o zaol.

1878
Daveenn : EKG.II p.79

Ne espernent beleg ebet, ha fouge a veze enno pa c’hellent kaout ur beleg bennak da verzheriañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.83

foge a zo ennañ

1909
Daveenn : BROU p. 239 (il est content; n'implique pas le sens vicieux qu'y attache le Gonidec)

An Ao. Jonkour ne roe ket a skandal deomp, evit lavaret gwir ; mes n'oa ket a fouge ennomp evelato ouzh e glevet !

1924
Daveenn : CDFI niv. 2302, 29 mars, p1

Ya, muioc'h a fouge a yoa ennon en dervezh-se eget m'o defe graet din ar c'homzoù-mañ : "Un eontr koz eus an Amerika ez gwra pinvidik a vil skoed leve".

1929
Daveenn : SVBV p.13

fouge

1931
Daveenn : VALL pg apparat

Ar wech kentañ a oa din gwelout dirak ma daoulagad tud o vont da gomz brezhoneg a-wel d'an holl, hep aon na mezh, ha birviñ a raen gant ar fouge evit ma Bro.

1944
Daveenn : EURW.1 p70-71

Meur a wech e kasis pennadoù bihan e kembraeg dezhi a-zivout skol vrezhonek Sant-Charlez, gant poltrejoù, hag a veze embannet, ar pezh a lakae ennon e-leizh a fouge.

1944
Daveenn : EURW.1 p61

Fouge a ao ennomp, an deiz war-lerc’h, o lenn war ar c’hazetennoù pemdeziek e oa bet digemeret kannaded Breizh nevez, gant ar pennrener, war an hevelep renk gant tud-e-karg ar c’houarnamant, ar verdeadurezh, an arme.

1944
Daveenn : EURW.1 p.201

Distreiñ a ran d'ar gêr skuizh-brein met laouen-holl gant fougeoù ar pennrenner ha gant reoù Gikas.

2015
Daveenn : EHPEA p398

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial