v.
I.
V.k.e.
1. Disklêriañ (da ub.) e zisplijadur ouzh e emzalc'h, ouzh e oberoù, dre ober trouz dezhañ.
DHS. gourdrouz (v.), krozal, skandalat.
2. Leuskel teodadoù ouzh.
Atav e vez ma c'hoar o teñsañ ac'hanon.
DHS. flemmañ.
3. Lavaret diwar hanter, reiñ da gompren.
Hemañ a deñse kafe peder eur anez morse goulenn anezhañ.
&
Ent krenn
N'en deus ket lavaret din en doa gwerzhet, teñsañ hepken.
4. Lavaret en un doare tagus.
Teñsañ a reas etre e zent : « roit din ur c'haletezenn ».
II.
V.k.d.
Teñsañ da ub. : lavaret udb. diwar hanter dezhañ, reiñ udb. da gompren dezhañ.
Teñset en deus din met ne'm eus ket graet van da gompren.
III.
V. em.
EN EM DEÑSAÑ : taeriñ a-enep d'an-unan a vouezh uhel.
- Emaoc'h o vont da welout ho tousig, breur Arturo ? - Gant ar vezh, breur Alano ! N'hoc'h eus ket mezh o komz evel-se ? - Bez' ez oc'h ur vrav a stipadenn atav ! a deñsas ar c'hwitouz.