Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v. I. V.k.e. 1. Disklêriañ (da ub.) e zisplijadur ouzh e emzalc'h, ouzh e oberoù, dre ober trouz dezhañ. DHS. gourdrouz (v.), krozal, skandalat. 2. Leuskel teodadoù ouzh. Atav e vez ma c'hoar o teñsañ ac'hanon. DHS. flemmañ. 3. Lavaret diwar hanter, reiñ da gompren. Hemañ a deñse kafe peder eur anez morse goulenn anezhañ. & Ent krenn N'en deus ket lavaret din en doa gwerzhet, teñsañ hepken. 4. Lavaret en un doare tagus. Teñsañ a reas etre e zent : « roit din ur c'haletezenn ». II. V.k.d. Teñsañ da ub. : lavaret udb. diwar hanter dezhañ, reiñ udb. da gompren dezhañ. Teñset en deus din met ne'm eus ket graet van da gompren. III. V. em. EN EM DEÑSAÑ : taeriñ a-enep d'an-unan a vouezh uhel.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

teñsañ

1499
Daveenn : LVBCA p192

teñsañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tensa

teñsañ

1850
Daveenn : GON.II pg teñsa

teñsañ

1850
Daveenn : GON.II pg teñsa

teñset mat on bet gantañ

1850
Daveenn : GON.II pg teñsa

- Emaoc'h o vont da welout ho tousig, breur Arturo ? - Gant ar vezh, breur Alano ! N'hoc'h eus ket mezh o komz evel-se ? - Bez' ez oc'h ur vrav a stipadenn atav ! a deñsas ar c'hwitouz.

1949
Daveenn : SIZH p.44

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial