1. Gorread douar bevennet mat, dezhañ perzhioù dibar evit a sell ouzh kenderc'hadoù al labour-douar.
Un terouer mat. Un terouer druz ha frouezhus.
&
Trl. (db. ar gwin)
Blaz, goust an terouer : blaz mat (gwechall : blaz fall) a denn da berzhioù an douar en dachenn ma kresk ar gwini.
Blaz an terouer zo gant ar gwin-mañ.
2. Kornad-bro bras pe vihan.
Hemañ a dremenas e vloavezhioù kentañ e terouer Keran, e parrez Trelaouenan. Un terouer digompez a reer anezhañ ar Bourgogne. Terouer Skrigneg.
DHS. kornad, rannbarzh, tiriad.
HS. tolead.
3. Douarenn.
Pa vez ar broc'hed oc'h ober o zerouer ez a unan anezho en toull da zegemer an douar skrapet.
HS. bertim, sanell.