Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Gorread douar bevennet mat, dezhañ perzhioù dibar evit a sell ouzh kenderc'hadoù al labour-douar. Un terouer mat. Un terouer druz ha frouezhus. & Trl. (db. ar gwin) Blaz, goust an terouer : blaz mat (gwechall : blaz fall) a denn da berzhioù an douar en dachenn ma kresk ar gwini. Blaz an terouer zo gant ar gwin-mañ. 2. Kornad-bro bras pe vihan. Hemañ a dremenas e vloavezhioù kentañ e terouer Keran, e parrez Trelaouenan. Un terouer digompez a reer anezhañ ar Bourgogne. Terouer Skrigneg. DHS. kornad, rannbarzh, tiriad. HS. tolead. 3. Douarenn. Pa vez ar broc'hed oc'h ober o zerouer ez a unan anezho en toull da zegemer an douar skrapet. HS. bertim, sanell.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

terouer

1499
Daveenn : LVBCA p193

terouer

1850
Daveenn : GON.II pg terouer

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial