Lod a lavar e savas ar veleien a-dro-war-dro en e enep, abalamour ma kavent gwelloc’h gwelet ar gompezenn draezh-se o chom da leton da beuriñ gant loened ar beorien, eget he gwelet perc’hennet gant un den hepken, a c’helle he c’hlozañ pe he fermiñ da unan bennak, ha, dre-se, miret ouc’h ar paour da gaout e vuoc’hig hag ur banne laezh da soubañ e verenn.
Ar vro a zo diwallet gantañ a guitais, ur vro uhel ha santel dreist d’ar re-all, nesoc’h d’an neñv eget nep bro, leunoc’h eget nikun a vouezhioù doueel na davont nepred, o tassoniñ dalc’hmat gant hiboud an eienennoù, kroz ar froudoù hag al lammdourioù, sarac’h ar c’hoadoù, garm an evned ha blej an tropelloù ; douar geotus, edus, houarnus, perc’hennet dre ar c’hleze gant hor gourdadoù, goude un niver emgannoù, ha deut da hêrezh ar gouennoù illur a vez maget enno ar wazed hag ar maouezed brasañ, kaerañ, krenvañ ha gwellañ eus ar bed.
merc'h perc'hennet
bugel perc'hennet
perc'hennet
mab perc'hennet
Hemañ a zo perc'hennet gant ur plac'h a ouenn vesket hag a oa brudet-kaer e Libreville d'ar mareoù-se.