Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an traoù) Zo ur perc'henn dezhañ. Douar perc'hennet dre ar c'hleze. 2. KOZH (db. ar vugale) [1931, 1985] Zo bet advugelet gant ub. [1931] Bugel perc'hennet. [1931] Mab perc'hennet. [1931] Merc'h perc'hennet. 3. DIZOARE(db. ar merc'hed) Dimezet. Homañ zo perc'hennet. 4. Dalc'het e spered gant un nerzh, ur galloud kuzh pe dreistnatur. An den perc'hennet hag an drouk-speredoù a oa ennañ.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Lod a lavar e savas ar veleien a-dro-war-dro en e enep, abalamour ma kavent gwelloc’h gwelet ar gompezenn draezh-se o chom da leton da beuriñ gant loened ar beorien, eget he gwelet perc’hennet gant un den hepken, a c’helle he c’hlozañ pe he fermiñ da unan bennak, ha, dre-se, miret ouc’h ar paour da gaout e vuoc’hig hag ur banne laezh da soubañ e verenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.241

Ar vro a zo diwallet gantañ a guitais, ur vro uhel ha santel dreist d’ar re-all, nesoc’h d’an neñv eget nep bro, leunoc’h eget nikun a vouezhioù doueel na davont nepred, o tassoniñ dalc’hmat gant hiboud an eienennoù, kroz ar froudoù hag al lammdourioù, sarac’h ar c’hoadoù, garm an evned ha blej an tropelloù ; douar geotus, edus, houarnus, perc’hennet dre ar c’hleze gant hor gourdadoù, goude un niver emgannoù, ha deut da hêrezh ar gouennoù illur a vez maget enno ar wazed hag ar maouezed brasañ, kaerañ, krenvañ ha gwellañ eus ar bed.

1923
Daveenn : SKET p.12

merc'h perc'hennet

1931
Daveenn : VALL pg adoptif (fille adoptive)

bugel perc'hennet

1931
Daveenn : VALL pg (enfant) adoptif

perc'hennet

1931
Daveenn : VALL pg adopter (enfant adopté et femme mariée)

mab perc'hennet

1931
Daveenn : VALL pg (fils) adoptif

Hemañ a zo perc'hennet gant ur plac'h a ouenn vesket hag a oa brudet-kaer e Libreville d'ar mareoù-se.

1985
Daveenn : DGBD p46

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial