I.
H.g.
A.
1. Kraf a lakaer ar gaoz warnañ, tra zo da c'hoarvezout, da vezañ graet.
Keal zo a, eus an enor. A betra ez eus keal ? Keal zo a vrezel. Ne oa ket keal e vije aet kuit ken abred. Keal zo da derriñ al lezenn-se. Keal zo dezhañ da zimeziñ.
&
Ne oar keal a, eus an dra-se : ne oar netra db. an dra-se.
HS. anv, kaoz, keloù, meneg.
2. Arouez a ro da grediñ emañ an dra-mañ-tra da c'hoarvezout, da badout, h.a.
Keal a geloù mat zo. Keal da badout zo gant ar glav.
HS. sin.
B.
1. Koun a roer eus udb., tra a roer da c'houzout.
Ober keal eus udb. : ober koun anezhañ.
Reiñ keal eus udb. : ober koun anezhañ, e reiñ da c'houzout.
2. Mennozh, dezev graet gant ub. (da seveniñ un ober bnk.).
Keal zo gantañ da gimiadiñ diouzh e dud.
HS. keloù, kont.
II.
G.
1. Derc'henn, enebet ouzh ar santadoù, an oberoù.
Keal ar beurbadelezh.
DHS. meizad.
2. Dre ast.
Anaoudegezh war-eeun, dispis pe zispisoc'h, eus udb.
N'en deus keal ebet a, eus an dra-se.
Référence :
VALL
pg (il y a) apparence (de bonnes nouvelles)
E lec'h ober van da sentiñ feal, / Gant piv 'ta d'hon trubuilhañ ' vefe keal ? / Hag e kendalc'hfemp da gelenn komz Doue, / Didrouz hag aketus, da dud hor ploue.
E lec'h ober van da senti feal, / Gant piou 'ta d'hon trubuilha ' vefe keal ? / Hag e kendalc'hfemp da gelenn komz Doue, / Didrouz hag aketus, da dud hor ploue.
1960
Référence :
PETO
p18
Nann, eus al lec'h-se, sklaer ha fraezh / Ne'm boe disaouzan na keal.
Nann, eus al lec'h-se, sklêr ha frêz / N'em boe disaouzan na keal.