Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. A. 1. Kraf a lakaer ar gaoz warnañ, tra zo da c'hoarvezout, da vezañ graet. Keal zo a, eus an enor. A betra ez eus keal ? Keal zo a vrezel. Ne oa ket keal e vije aet kuit ken abred. Keal zo da derriñ al lezenn-se. Keal zo dezhañ da zimeziñ. & Ne oar keal a, eus an dra-se : ne oar netra db. an dra-se. HS. anv, kaoz, keloù, meneg. 2. Arouez a ro da grediñ emañ an dra-mañ-tra da c'hoarvezout, da badout, h.a. Keal a geloù mat zo. Keal da badout zo gant ar glav. HS. sin. B. 1. Koun a roer eus udb., tra a roer da c'houzout. Ober keal eus udb. : ober koun anezhañ. Reiñ keal eus udb. : ober koun anezhañ, e reiñ da c'houzout. 2. Mennozh, dezev graet gant ub. (da seveniñ un ober bnk.). Keal zo gantañ da gimiadiñ diouzh e dud. HS. keloù, kont. II. G. 1. Derc'henn, enebet ouzh ar santadoù, an oberoù. Keal ar beurbadelezh. DHS. meizad. 2. Dre ast. Anaoudegezh war-eeun, dispis pe zispisoc'h, eus udb. N'en deus keal ebet a, eus an dra-se.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

keeloù

1850
Daveenn : GON.II pg kel (Nouvelle. Bruit. Rumeur. Fable. Conte, p.)

keal

1850
Daveenn : GON.II pg kel (Nouvelle. Bruit. Rumeur. Fable. Conte.)

kealoù

1850
Daveenn : GON.II pg kel (Nouvelle. Bruit. Rumeur. Fable. Conte, p.)

keel

1850
Daveenn : GON.II pg kel (Nouvelle. Bruit. Rumeur. Fable. Conte.)

kevel

1850
Daveenn : GON.II pg kel (Nouvelle. Bruit. Rumeur. Fable. Conte. En Vannes.)

keal

1850
Daveenn : GON.II pg kel (Nouvelle. Bruit. Rumeur. Fable. Conte)

keal a zo eus an dra-mañ

1931
Daveenn : VALL pg agir (il s'agit de telle chose)

keal da badout a zo gant ar glav

1931
Daveenn : VALL pg (il y a) apparence (que la pluie continuera)

kealioù degouezhet

1931
Daveenn : VALL pg (idées) adventice(s) (Descartes)

keal a geloù mat a zo

1931
Daveenn : VALL pg (il y a) apparence (de bonnes nouvelles)

E lec'h ober van da sentiñ feal, / Gant piv 'ta d'hon trubuilhañ ' vefe keal ? / Hag e kendalc'hfemp da gelenn komz Doue, / Didrouz hag aketus, da dud hor ploue.

1960
Daveenn : PETO p18

Nann, eus al lec'h-se, sklaer ha fraezh / Ne'm boe disaouzan na keal.

1960
Daveenn : PETO p38

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial