Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
10
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

A. 1. Kraf a lakaer ar gaoz warnañ, tra zo da c'hoarvezout, da vezañ graet. [1954] [...] moarvat e vije bet chomet an Impalaer Nikolaz war e gador-veur ha biskoazh ne vije bet na kel nag anv eus Hitler ha Stalin. HS. anv, kaoz, keal, keloù, meneg. 2. Arouez a ro da grediñ emañ an dra-mañ-tra da c'hoarvezout, da badout, h.a. HS. sin. B. 1. Koun a roer eus udb., tra a roer da c'houzout. 2. Mennozh, dezev graet gant ub. (da seveniñ un ober bnk.). HS. keal, keloù, kont.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

c'hel

1732
Daveenn : GReg pg avis (avis, nouvelles)

Kehelioù brezel a zo a bep tu.

1732
Daveenn : GReg pg guerre (On dit par tout que nous allons avoir la guerre.)

kevel

1850
Daveenn : GON.II pg kével (Voyez "kel"), pg kel (Nouvelle. Bruit. Rumeur. Fable. Conte. En Vannes, "kével").

kel

1850
Daveenn : GON.II pg kel (nouvelle. bruit. rumeur. fable. conte), môjen

kel

1850
Daveenn : GON.II pg kel (Nouvelle. Bruit. Rumeur. Fable. Conte)

Keloù mat a zo.

1850
Daveenn : GON.II pg kel (Il y a de bonnes nouvelles.)

Kelaoù n'int ken.

1850
Daveenn : GON.II pg kel (Ce ne sont que des fables.)

Kontañ ur c’hel da

1924
Daveenn : SKET.II p.120 « Geriadurig », "Conter une aventure à".

Segons eo a vez anvet Vissurix en danevell ma ran kel anezhi.

1924
Daveenn : SKET.II p.42

"kel" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.120 « Geriadurig », "Mention, nouvelle".

ober kel eus

1924
Daveenn : SKET.II p.120 « Geriadurig », "Faire mention de".

kel a zo ganen da vont

1924
Daveenn : SKET.II p.120 « Geriadurig », "J’ai l'intention d’aller".

kel

1931
Daveenn : VALL pg annonce (nouvelle de)

Gallet e vije bet 'ta kas d'ar Rusianed an holl draoù o devoa kement ezhomm diouto ; moarvat e vije bet chomet an Impalaer Nikolaz war e gador-veur ha biskoazh ne vije bet na kel nag anv eus Hitler ha Stalin.

1954
Daveenn : VAZA p.113, notenn 1

Hañv-goañv, forzh penaos e teurveze d'ar mor bezañ, splannoc'h eget ur melezour pe ken kounnaret hag un diaoul dichadennet, boulc'het ha kaset e veze da benn, a-wechoù deiz ha noz, pleustradegoù a bep seurt, da skouer : tennañ war listri kozh, kerreg en donvor, pe razelloù stlejet gant bigi-dre-dan, leviata, treiñ war du-mañ-tu, ha tu evit tu, ar skouadrenn a-bezh pe dre rannlistri an eil war lerc'h egile, stlepel tarzherezed hag o gwintañ goude war vourzh, eveshaat ouzh ar splujerien, kargañ glaou-douar a-dizh pe boledoù a bep seurt ment, gedal ouzh an tarzherien, hag ur bern traoù all ouzhpenn, hag e tu-hont da se kenteliañ a-hed ar bloaz pep rummad martoloded : skol ar ganolerien, skol ar fuzuilherien, an darzherien, al levierien ha zoken ar wernerien, daoust ha ne veze pell 'zo kel ebet nag eus gouel nag eus lien.

1954
Daveenn : VAZA p.123

Notennoù studi

Ar Gonideg (1850) a ro da c'houzout evit ar pennger "kel" : « Le singulier est peu usité ». S.o. ar fichennoù "keal" ha "keloù".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial