Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud, an traoù) A denn kaz warnañ. An torfedour kazus. An diaoul euzhus ha kazus. 2. Dre ast. (db. an dud, al loened, an traoù) Zo displijus-bras. Sell amañ 'vat ul loen kazus ! Tamallet e oa bet e gaou en un doare kazus. Kazus e vez klevet an dud o klemm war gement tra zo tout. HS. kasaus.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

kazus

1499
Daveenn : LVBCA p111 (hayneux, malueillant)

Ar sonig-se a oa bet graet da vrigadier ar valtouterien, ur C’hernevad kazus (1) ha kilhenn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1028 (Gouere-Eost 1924)

"Kazus", grignous.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1028 (Gouere-Eost 1924), Notenn 1 " Kajus", grignous.

Sellet a rae, ur wech an amzer, eus ["ouzh"] ar walenn arc’hant a oa war he biz. Siwazh ! kalon ur plac’hig koant, daoust hag-eñ a zo evit trec’hiñ war youl rust un tad, pe war birbilherezhoù kazus ur vamm ?

1925
Daveenn : BILZ2 p.150-151

Itron e vo Janedig !… Ha kaer o deus lavaret penaos an itron gozh a zo gwall gazus, tost, ken tost ken he dije touzet kein ul laouenn-dar, lavaret penaos ar marc’heg, goude marv e vamm, ac’h aio adarre da redek e reuz da Vontroulez, da Roazhon ha da Bariz — da c’hortoz, itron e vo Janedig, en karroñs ec’h aio Janedig, ha, n’eus forzh petra a c’hoarvezo, pemzek kant skoed leve he devo.

1925
Daveenn : BILZ2 p.155

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial