Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Rann douar strizh pe strishoc'h a sank er mor. Tremen a rae ar vag hebiou ar beg-douar. & Ent krenn Beg ar Raz, Beg an Dorchenn. HS. kab.

Exemples historiques : 
15
Masquer la liste des exemples

beg-douar

1659
Référence : LDJM.1 pg langue (de terre)

beg-douar

1732
Référence : GReg pg cap (promontoire)

begoù-douar

1732
Référence : GReg pg cap (promontoire)

doublañ ur beg-douar

1732
Référence : GReg pg doubler (un cap, terme de marine)

beg-douar

1850
Référence : GON.II pg bék-douar (Pointe de terre. Cap. Promontoire), mîn.

Kalz begoù-douar zo da dremen ac'hann di.

1850
Référence : GON.II pg bék-douar (Il y a beaucoup de caps à passer d'ici là).

begoù-douar

1850
Référence : GON.II pg bék-douar (Pointe de terre. Cap. Promontoire. Pl.)

Amzer hon eus, rak emaomp pell amzer zo o c’haloupat ar beg-douar-mañ, o klask an Aotrou Poullaoueg, person Lokournan.

1877
Référence : EKG.I. p.222

Rak ma klaske gwechall ur paian kregiñ en ur c’hristen hag her lakaat d’ar marv, oa abalamour ma’z ae a-enep al lezenn desket dezhañ gant e dud, el lec’h ar veleien "intru", broudet gant rebechoù o c’houstiañs, o doa c’hoant da lakaat ar re-all da vezañ evelto, — kement-se en divije graet vad d’o c’halon, — pe d’o c’has diwar ar beg-douar-mañ d’ar bed all, evit miret da vezañ tamallet ganto.

1877
Référence : EKG.I. p.86

Diouzh ar mintin, en dervezh-se zoken, edo oc’h evañ en e di, gant e ganfarded, gwin laeret diwar-goust e nesañ, oc’h en em veuliñ, oc’h en em bompadiñ n’en doa ket Loull ar Bouc’h e bar war ar beg-douar-mañ, rak ar gwin a lakae ar gwad da sevel d’e benn, hag e galon da c’hwezañ gant an ourgouilh, evel ma c’hwez ar podad laezh lakaet da virviñ war an tan.

1877
Référence : EKG.I. p.129

Dentet eo dre un niver oufoù, dre vaeoù hir, moan ha troidellek, dre blegioù-mor diwallet-mat gant enezennoù ha begoù-douar e-leizh, ma kav enno ar bigi gwasked diarvar.

1923
Référence : SKET p.94

Dre gant kanol e sav ar mor e-kreiz he c’hoadoù, ha dre gant beg-douar e tiskenn he c’hoadoù e-kreiz ar mor.

1924
Référence : SKET.II p.74

beg-douar

1927
Référence : Geri.Ern pg beg

beg-douar

1931
Référence : VALL pg bec (pointe de terre)

Berr eo bet gwalenn ar c'hastiz, avat ; hag antronoz vintin n'emañ mui ar vatimant o ruilhal war houlennoù hir ha gorrek mor Biskaya, hogen o lakaat gwagennoù berr ha rust da eonenniñ dirak beg-douar Finisterre, a c'heller gwelout an tornaodoù sonn anezhañ war an tu kleiz, an tu m'emañ va c'hambrig; hag, en ur zigeriñ ar prenestr e c'hellan gwelout rannoù uhelañ Bro-C'halikia hanterguzhet er vogidell.

1985
Référence : DGBD p11

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux