Diouzh ar mintin, en dervezh-se zoken, edo oc’h evañ en e di, gant e ganfarded, gwin laeret diwar-goust e nesañ, oc’h en em veuliñ, oc’h en em bompadiñ n’en doa ket Loull ar Bouc’h e bar war ar beg-douar-mañ, rak ar gwin a lakae ar gwad da sevel d’e benn, hag e galon da c’hwezañ gant an ourgouilh, evel ma c’hwez ar podad laezh lakaet da virviñ war an tan.
Rak ma klaske gwechall ur paian kregiñ en ur c’hristen hag her lakaat d’ar marv, oa abalamour ma’z ae a-enep al lezenn desket dezhañ gant e dud, el lec’h ar veleien "intru", broudet gant rebechoù o c’houstiañs, o doa c’hoant da lakaat ar re-all da vezañ evelto, — kement-se en divije graet vad d’o c’halon, — pe d’o c’has diwar ar beg-douar-mañ d’ar bed all, evit miret da vezañ tamallet ganto.
beg-douar
beg-douar
Berr eo bet gwalenn ar c'hastiz, avat ; hag antronoz vintin n'emañ mui ar vatimant o ruilhal war houlennoù hir ha gorrek mor Biskaya, hogen o lakaat gwagennoù berr ha rust da eonenniñ dirak beg-douar Finisterre, a c'heller gwelout an tornaodoù sonn anezhañ war an tu kleiz, an tu m'emañ va c'hambrig; hag, en ur zigeriñ ar prenestr e c'hellan gwelout rannoù uhelañ Bro-C'halikia hanterguzhet er vogidell.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
beg-du