1. (db. an dud hag al loened)
Trouz a roer da glevet pa vezer fumet dre ermaeziañ aer a-daol-trumm dre ar genoù pe ar fri.
&
Trl.
Bezañ fuc'h ennañ : fuc'hañ gant ar gounnar.
2. Trouz a ra an tan pa zev un etev.
HS. fuc'hadenn.
Breizhiz, gwir vreudeur kalonek, / Mougomp an drouk dre ober mat, / En em skignomp holl e pep prad / Da gutuilh bleuñv a'r re gaerañ, / D'ober ul labour ar gwellañ, / D'ober da Vreiz kant kurunenn, / Ha pa ve fuc'h er c'hozh kelien !
Breiziz, gwir vreudeur kalounek, / Mougomp ann drouk dre ober mad, / En em skignomp holl e pep prad / Da gutuill bleunv ar re gaera, / D'ober eul labour ar gwella, / D'ober da Vreiz kant kurunen, / Ha pa ve fuc'h er c'hos keillen !