I. V.g.
A. (db. ar c'hizhier, an naeron)
Reiñ un trouz fuloret da glevet.
Ar c'hazh a fuc'he dirak ar c'hi. Un naer o fuc'hañ, droug enni da vezañ direnket.
HS. pufal.
B. Dre skeud.
1. (db. an traoù)
Trouzal evel ur c'hazh pe un naer fuloret.
An tan a fuc'he a-raok an dour. Ar poultr a strakas hag ar boledoù a fuc'has. Ar gwagennoù a zeue da vervel en ur fuc'hañ war an aod.
2. (db. an dud)
Diskouez ez eur fuloret-kenañ.
Fuc'hañ gant ar vuanegezh.
[1954] [...] ha dre-se e rankas Thierry gozh plegañ, daoust ha ma fuc’he, da vont da gentañ beteg ar vagig-se d’ober ur weladenn.
3. Dont er-maez a-dizh.
Ar gerioù bras a fuc'he.
II. V.k.e. (db. an dud, en tu gouzañv)
Fuloriñ (abalamour d'ub., d'udb.).
Sebezet-krenn ha fuc'het-mik e oa gant trubarderezh egile. Fuc'het e voe ar paotr gant ar gaou a oa bet graet outañ.
Ar barner ne c’hoarzhe ket, droug ennañ, bronduet e zivjod, fuc’hal a rae !
Ar barner ne c’hoarze ket, droug ennan, bronduet e ziouchod, fuc’hal a rê !
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)
Un druez. Ha Gargam mezhek, droug ennañ, a fuc’he.
Eun drue. Ha Gargam mezek, droug ennan, a fuc’he.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 46, p.1091 (Here 1924).
Bez’ e oa ivez el lenn nepell diouzhimp ul lestr-brezel pe gentoc’h ul lestr-bale eus Haiti, kaerañ hini ar vro-se ha n’he devoa marteze hini all ebet nemetañ, met divilhal a rae war vegig e wern banniel ur besadmiral (1) ha dre-se e rankas Thierry gozh plegañ, daoust ha ma fuc’he, da vont da gentañ beteg ar vagig-se d’ober ur weladenn.
Bez’ e oa ivez el lenn nepell diouzhimp ul lestr brezel pe gentoc’h ul lestr-bale eus Haïti, kaerañ hini ar vro-se ha n’he devoa marteze hini all ebet nemetañ, met divilhal a rae war vegig e wern banniel ur bes-admiral (1) ha dre se e rankas Thierry gozh plegañ, daoust ha ma fuc’he, da vont da gentañ beteg ar vagig se d’ober ur weladenn.
1954
Référence :
VAZA
p.95
Note d'étude
Marteze ez eus bet mesket ar verboù "fuc'hañ" ha "fuañ" gant Gregor.