I. V.g.
A. (db. ar c'hizhier, an naeron)
Reiñ un trouz fuloret da glevet.
Ar c'hazh a fuc'he dirak ar c'hi. Un naer o fuc'hañ, droug enni da vezañ direnket.
HS. pufal.
B. Dre skeud.
1. (db. an traoù)
Trouzal evel ur c'hazh pe un naer fuloret.
An tan a fuc'he a-raok an dour. Ar poultr a strakas hag ar boledoù a fuc'has. Ar gwagennoù a zeue da vervel en ur fuc'hañ war an aod.
2. (db. an dud)
Diskouez ez eur fuloret kenañ.
Fuc'hañ gant ar vuanegezh.
3. Dont er-maez a-dizh.
Ar gerioù bras a fuc'he.
II. V.k.e. (db. an dud, en tu gouzañv)
Fuloriñ (abalamour d'ub., d'udb.).
Sebezet-krenn ha fuc'het-mik e oa gant trubarderezh egile. Fuc'het e voe ar paotr gant ar gaou a oa bet graet outañ.