1. Rouestlet.
Blev fuilhet.
[1877] Sklaer a-walc’h eo evit gwelet mat an traoù, hag an hini am eus-me gwelet a lugerne e zaoulagad, a oa fuilhet e vlev, leun-wad ha leun-bri e gorf, m’hen tou deoc’h.
[1949] Ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...
[1955] Sed amañ da skouer ur beleg gant un tog foñs hir hag ur soutanenn a-liv gant hini un eskob, met daoust da se, a-drugarez d’e varv fuilhet ha d’e gizennadoù blev a-strew war e zivskoaz evel re va c’henvroadezed, kañfardezed Enez Eusa, e tenn kalz muioc’h d’ur ribler eget d’un den a iliz.
DHS. foutouilhek.
2. Dre skeud.
[1867] Diaes da gompren.
Fuilhet naet e oa ar gudenn.
[1867] Diouzh klevet ne voe gwelet biskoazh ur gudenn fuilhet ker gwazh.
DHS. kemplezh.
Référence :
GReg
pg brulé (chose cuite, & un peu brûlée) crepu (uë, frisé, frisotté)
fuilhet
fulyet
1732
Référence :
GReg
pg brulé (chose cuite, & un peu brûlée)
kig fuilhet
qicq fuilhet
1732
Référence :
GReg
pg boucane (chair boucanée)
Diouzh klevet ar marmouz ne voe gwelet biskoazh Ur gudenn 'vel homañ, kudenn fuilhet ker gwazh.
Dioc'h klevet ar marmouz ne voe gwelet biskoaz Eur guden 'vel hou-man, kuden fuillet ker gwaz.
1867
Référence :
MGK
p36
Sklaer a-walc’h eo evit gwelet mat an traoù, hag an hini am eus-me gwelet a lugerne e zaoulagad, a oa fuilhet e vlev, leun-wad ha leun-bri e gorf, m’hen tou deoc’h.
Sklear avoualac’h eo evit guelet mad an traou, hag an hini am euz-me guelet a lugerne he zaoulagad, a ioa fuliet he vleo, leun c’hoad ha leun bri he gorf, m’hen tou d’ehoc’h.
1877
Référence :
EKG.I.
p.137
Yaouank ha ruz e benn e oa, p’oan-me lammet e park balan Yann Bertou ; bremañ eo distronk evel ur c’hi klañv, gwenn evel ul lienenn, diskabell, fuilhet e vlev, skerj e zaoulagad ha divouton e zilhad.
Iaouank ha ruz he benn oa, p’oan-me lammet e park balan Ian Berthou ; breman eo distrounk evel eur c’hi klan, guenn evel eul lienenn, diskabell, fuillet he vleo, skerj he zaoulagad ha divoutoun he zillad.
1878
Référence :
EKG.II
p.91
Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...
1949
Référence :
SIZH
p.38
Leuskel a raent o blev melen diblañsonet ; fuilhet e veze a-youl [gant ?] an avel-vor, tapout a rae betek o bandenn ar c’hizennoù aour, rak ur ral e veze kejañ gant un duardez.
Leuskel a raent o blev melen diblañsonnet ; fuilhet e veze a-youl an avel vor, tapout a rae betek o bandenn ar c’hizennoù aour, rak ur ral e veze kejañ gant un duardez.
1954
Référence :
VAZA
p.170
Sed amañ da skouer ur beleg gant un tog foñs hir hag ur soutanenn a-liv gant hini un eskob, met daoust da se, a-drugarez d’e varv fuilhet ha d’e gizennadoù blev a-strew war e zivskoaz evel re va c’henvroadezed, kañfardezed Enez Eusa, e tenn kalz muioc’h d’ur ribler eget d’un den-a-iliz.
Sed amañ da skouer ur beleg gant un tog foñs hir hag ur soutanenn a liv gant hini un eskob, met daoust da se, a-drugarez d’e varv fuilhet ha d’e gizennadoù blev a-strew war e zivskoaz evel re va c’henvroadezed, kañfardezed Enez Eusa, e tenn kalz muioc’h d’ur ribler eget d’un den a iliz.