I.
v.k.e.
A.
1. Strewiñ, ingalañ udb., un danvez bnk. amañ hag ahont.
Fuilhañ delioù, ludu, teil war ar parkeier. Fuilhañ e voued war al leur.
2. (db. al liñvennoù, an danvezioù liñvel)
Skuilhañ.
Fuilhañ sailhadoù dour.
3. Ledañ un indu fetis (simant, plastr, raz) en un doare gros ouzh ur voger.
Ret e vo fuilhañ ar voger.
B. Dre skeud.
1. Skignañ.
Ar vugale a fuilh levenez e ti o zud.
2. (db. ar madoù, an arc'hant)
Foraniñ.
Truezus eo an doare ma fuilhit ho madoù.
C. (db. an neud, ar blev, h.a.)
Rouestlañ.
Na fuilhit ket ma gloan.
&
(en tu gouzañv)
Fuilhet eo bet ar gloan gant ar c'hazh.
II.
v.g. (db. an danvezioù neudennek)
1. (db. an neud, ar blev, h.a.)
Dont da vezañ rouestlet.
Fuilhañ a ra ho plev gant an avel.
2. (db. ar blev)
Rodellañ en un doare naturel.
Fuilhañ a ra he blev war he divskoaz.