Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. v.k.e. A. 1. Strewiñ, ingalañ udb., un danvez bnk. amañ hag ahont. Fuilhañ delioù, ludu, teil war ar parkeier. Fuilhañ e voued war al leur. 2. (db. al liñvennoù, an danvezioù liñvel) Skuilhañ. Fuilhañ sailhadoù dour. 3. Ledañ un indu fetis (simant, plastr, raz) en un doare gros ouzh ur voger. Ret e vo fuilhañ ar voger. B. Dre skeud. 1. Skignañ. Ar vugale a fuilh levenez e ti o zud. 2. (db. ar madoù, an arc'hant) Foraniñ. Truezus eo an doare ma fuilhit ho madoù. C. (db. an neud, ar blev, h.a.) Rouestlañ. Na fuilhit ket ma gloan. & (en tu gouzañv) Fuilhet eo bet ar gloan gant ar c'hazh. II. v.g. (db. an danvezioù neudennek) 1. (db. an neud, ar blev, h.a.) Dont da vezañ rouestlet. Fuilhañ a ra ho plev gant an avel. 2. (db. ar blev) Rodellañ en un doare naturel. Fuilhañ a ra he blev war he divskoaz.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

fuilhañ

1732
Daveenn : GReg pg brûler (à demi), creper (friser doucement)

fuilhet

1732
Daveenn : GReg pg brûler (à demi), creper (friser doucement), crepir

fuilhiñ

1732
Daveenn : GReg pg brûler (à demi)

blev fuilhet, fuilh

1732
Daveenn : GReg pg (cheveux) crêpez

fuilhañ ur voger

1732
Daveenn : GReg pg crepir (enduire une muraille de mortier, sans passer la truelle par dessus)

grilh-koad evit rostañ, pe fuilhañ kig

1732
Daveenn : GReg pg boucan (gril fait de bois dont se servent les Americains)

setu amañ a zo fuilh

1732
Daveenn : GReg pg (voilà qui est) brûlé

setu amañ a zo fuilhet

1732
Daveenn : GReg pg (voilà qui est) brûlé

setu amañ a zo fuilhet

1732
Daveenn : GReg pg (voilà qui est) brûlé

fuilh

1850
Daveenn : GON.II pg fula, groñoni

fuilhet

1850
Daveenn : GON.II pg fula

na fuilhit ket va c'hloan

1850
Daveenn : GON.II pg fula

fuilhañ a ra ho plev

1850
Daveenn : GON.II pg fula

ret e vezo fuilhañ ar voger

1850
Daveenn : GON.II pg fula

Skiant ha furnezh dec'h peurvuiañ / Dioc'h furlukin hag ormider, / Ar wirionez d'en em fuilhañ / A red da di al lezenner.

1867
Daveenn : MGK p140-141

Gronnet tu-ha-tu da hent ar c’harr, ar baotred, ar plac’hed yaouank hag ar vugale a fuilhe dibaouez dirak ar c’hezeg glasvez ha bleunioù.

1923
Daveenn : SKET p.61

fuilhañ

1923
Daveenn : SKET p.176, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Répandre".

Gwalleur spontus, allas ! allas ! / Darvoud skrijus hag am dallas, / Taolenn euzhus taer o fuilhañ / 'Barzh ma spered d'e strafuilhañ !

1960
Daveenn : PETO p75

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial