Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. [1927] Beg udb. Debriñ ur grampouezhenn dre ar vegenn zo dizereat. Begenn ar skourjez : an douchenn. & Ent strizh Kordenn fin e penn ul linenn besketa. 2. Dre ast. Pezh a zeu da gentañ. Al laezh a zeu diwar c'horo un eil gwezh zo gwelloc'h eget ar vegenn. 3. Dre skeud. [1927] Ar pep gwellañ. An uhelidi oc'h ober begenn ar vroad. [1949] [A]r yaouankizoù-se, a oa da vezañ ministred an Aotrou Doue, da lavarout eo ar vegenn eus ar Gristenienn. & Trl. skeud. Debriñ ar vegenn kent an erienenn : kregiñ gant ar pezh a gaver ar gwellañ. & Eus ar vegenn : eus ar gwellañ. Per eus ar vegenn. & Dre eilp. Ar pep gwashañ. Un dibab penndologed, ar vegenn eus ar pennoù-peul. 4. Korf. Kreskennig kig gouest da zastum stlennoù db. endro ar c'horf. Organoù an tañva zo anvet begennoùigoù blazañ. E darn vev ar c'hroc'hen emañ ar begennoùigoù stekiñ. 5. Douaron. Beg-douar.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

begenn

1909
Référence : BROU p. 205 (se dit en particulier de la pointe d'un bas, d'un chausson)

"begenn" gg.

1923
Référence : SKET p.158, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Bonne qualité, excellence".

Ar vegenn uhel tizhet gant ijinerezh an Ten er gofelerezh-houarn (Notennoù, VII, 10)

1923
Référence : SKET p.158, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Le haut degré de perfection atteint par l’industrie de la Tène dans le travail du fer (pe derez)".

an uhelañ begenn

1923
Référence : SKET p.158, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "La meilleure qualité".

Dre doullañ begenn ur c’horn uros e reas anezhañ an drompilh hirgorn, henañ doare trompilh a zo.

1923
Référence : SKET p.54

Betek hed un den war varc’h e kreske an ed hag e pep penn-ed alaouret gant bannoù an heol e veze tri-c’hant pemp-ha-tri-ugent greunenn, tev ha pounner, a roe ul livrad bleud eus an uhelañ begenn.

1923
Référence : SKET p.74

"begenn" gg.

1924
Référence : SKET.II p.117 « Geriadurig », "Excellence, qualité (bonne)" ; ivez "dreistelez[h]" "excellence".

begenn

1927
Référence : GERI.Ern pg beg

Unan eus reolennoù ar gouent a gemenne e vije fiziet er yaouankizoù-se, a oa da vezañ ministred an Aotrou Doue, da lavarout eo ar vegenn eus ar Gristenienn, pep a sizhuniad labourioù izel, da voazañ o c'halonoù ouzh ar sentidigezh hag an izelegezh.

1949
Référence : SIZH p.41

Skol an Emsav ha SADED a oa ar vegenn, ar pep pouezusañ evidon, en em vrezhonekaat, me, an tiegezh, hag un nebeud mignoned

2007
Référence : KASTE p205

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux