1. [1927] Beg udb.
Debriñ ur grampouezhenn dre ar vegenn zo dizereat. Begenn ar skourjez : an douchenn.
&
Ent strizh
Kordenn fin e penn ul linenn besketa.
2. Dre ast.
Pezh a zeu da gentañ.
Al laezh a zeu diwar c'horo un eil gwezh zo gwelloc'h eget ar vegenn.
&
RANNYEZH.
Seurt choasonoù gloan tomm.
Begennoù.
3. Dre skeud.
(db. an dud)
[1927] Ar re wellañ.
An uhelidi oc'h ober begenn ar vroad.
[1949] [A]r yaouankizoù-se, a oa da vezañ ministred an Aotrou Doue, da lavarout eo ar vegenn eus ar Gristenienn.
&
Trl. skeud.
Debriñ ar vegenn kent an erienenn : kregiñ gant ar pezh a gaver ar gwellañ.
&
Eus ar vegenn : eus ar gwellañ.
Per eus ar vegenn.
&
Dre eilp.
Ar pep gwashañ.
Un dibab penndologed, ar vegenn eus ar pennoù-peul.
4. KORF.
Kreskennig kig gouest da zastum stlennoù db. endro ar c'horf.
Organoù an tañva zo anvet begennoùigoù blazañ. E darn vev ar c'hroc'hen emañ ar begennoùigoù stekiñ.
5. DOURON.
Beg-douar.
Daveenn :
BROU
p. 205 (se dit en particulier de la pointe d'un bas, d'un chausson)
"begenn" gg.
1923
Daveenn :
SKET
p.158, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Bonne qualité, excellence".
Ar vegenn uhel tizhet gant ijinerezh an Ten er gofelerezh-houarn (Notennoù, VII, 10)
ar vegenn uhel tizet gand ijinerez an Ten er gofelerez-houarn (Notennou, VII, 10)
1923
Daveenn :
SKET
p.158, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Le haut degré de perfection atteint par l’industrie de la Tène dans le travail du fer (pe derez)".
an uhelañ begenn
an uhela begenn
1923
Daveenn :
SKET
p.158, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "La meilleure qualité".
Dre doullañ begenn ur c’horn uros e reas anezhañ an drompilh hirgorn, henañ doare trompilh a zo.
Dre doulla begenn eur c’horn uros e reas anezan an drompilh hir-gorn, hena doare trompilh a zo.
1923
Daveenn :
SKET
p.54
Betek hed un den war varc’h e kreske an ed hag e pep penn-ed alaouret gant bannoù an heol e veze tri-c’hant pemp-ha-tri-ugent greunenn, tev ha pounner, a roe ul livrad bleud eus an uhelañ begenn.
Betek hed eun den war varc’h e kreske an ed hag e pep penn-ed alaouret gant bannou an heol e veze tri-c’hant pemp-ha-tri-ugent greunenn, teo ha pounner, a rôe eul livrad bleud eus an uhela begenn.
Unan eus reolennoù ar gouent a gemenne e vije fiziet er yaouankizoù-se, a oa da vezañ ministred an Aotrou Doue, da lavarout eo ar vegenn eus ar Gristenienn, pep a sizhuniad labourioù izel, da voazañ o c'halonoù ouzh ar sentidigezh hag an izelegezh.
1949
Daveenn :
SIZH
p.41
Skol an Emsav ha SADED a oa ar vegenn, ar pep pouezusañ evidon, en em vrezhonekaat, me, an tiegezh, hag un nebeud mignoned