Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. 1. Zo garanoù ennañ. Plenk garanet an hini hon eus ezhomm. 2. Zo skrivet gant askoù. Ar bloaz 1627 zo garanet war ar sichenn. O anvioù a gaver garanet gant beg o c'hontell war ar gwez kozh. [1955] [...] ha ne gomzin nemet diwar-benn ar fentusañ re – daou pe dri hepken – o vezañ ma ’z eo chomet ar soñj anezho koulz ha garanet em spered. 3. (db. ul lec'h) Digoret arroudennoù ennañ gant ar jiboez. Amañ eo garanet. II. Dre skeud. 1. Merket gant roufennoù. Peder Bigoudenn, garanet don o dremm. Kemer a rae ur blijadur c'hwerv o welet merkoù an amzer garanet don war e zremm. 2. Zo diazezet evit pell. [1923] [...] garanet don en o fenn hag en o c’halon, lezennoù Belios [...]. & Trl. Menel, chom garanet : lezel ur roud, na vezañ ankounac'haet. E anv a chomo garanet e spered ar Vrezhoned. Kentelioù evel-se a chom garanet don e spered ar vugale.

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

Bet kelennet gant Lugus ha Belisama hag o kas ganto en ur vont war-raok, garanet don en o fenn hag en o c’halon, lezennoù Belios ; perc’henned klavioù-brezel, binvioù-labour ha kirri tennet an danvez d’o sevel eus un douar gweladennet ha santelaet gant an doueed, kaserien pennoù-chatal glan ha disi, ez oant holl, paotred ha merc’hed, yaouank, kreñv, kaer, gwenn, skedus, gredus ha hael, ur marzh !

1923
Référence : SKET p.138-139

Diaochañ tammoù koad hep talvoudegezh, garanet, krignet gant ar garr[e]lied !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Bezit dinec’h, tudoù, n’on ket e-sell d’ober meneg eus an holl vagad anezho, ha ne gomzin nemet diwar-benn ar fentusañ re – daou pe dri hepken – o vezañ ma ’z eo chomet ar soñj anezho koulz ha garanet em spered.

1955
Référence : VBRU p.61

L'Office public de la langue bretonne