1. Son uhel ha kreñv eztaolet gant ar vouezh evit bezañ klevet a-bell prl.
DHS. kri.
2. Ent strizh
Leñvadenn.
Ar bugel a laoske ur c'harmadennig ur wech an amzer.
Référence :
SKET.II
p.128 « Geriadurig », "grand cri".
Kaset ganti he daouarn d’he genou, e taolas ur c’harmadenn gourskiltr, lemm, taer, a drec’has war tourni an daboulin ha war garmadeg an armeadoù.
Kaset ganti he daouarn d’he genou, e taolas eur c’harmadenn gourskiltr, lemm, taer, a drec’has war tourni an daboulin ha war garmadeg an armeadou.
1924
Référence :
SKET.II
p.52
C’hoarzhin ouzh e salverien a reas hag astenn e zivrec’h daveto, ha leuskel, da gaout loened an draonienn, ur c’harmadenn a drugarez hag a anaoudegezh-vat.
C’hoarzin ouz e salverien a reas hag astenn e zivrec’h daveto, ha leuskel, da gaout loened an draonienn, eur c’harmadenn a drugarez hag a anaoudegez-vat.
1924
Référence :
SKET.II
p.53
Hag a-hed an holl vloavezhioù-se, n'eus ket bet reuz ? Garmadennoù, goueladennoù ?