Evitañ da vezañ eus ar C’hreisteiz ha kenderv-kompez ar « Prezidant » Fallières, douget a-walc’h e oa hon eskob da gement tra a selle ouzh Breizh ; desket en devoa zoken geriennoù brezhonek ha plijout a rae dezhañ o distagañ an aliesañ m’helle, daoust ha ma tiflipe digantañ a-wechoù traoù fentus-meurbet.
« Gant Goddam eme Figaro, tu a zo da bourchas n’eus forzh petra e Breizh-Veur ; gwir eo, e tegouezh ivez d’ar Saozon distagañ geriennoù amañ, geriennoù a-hont, pa vezont o tivizout kenetrezo, met Goddam a zo, anat ha splann, diazez o yezh ».
Evit va c’heloù-me, adal ma rankis studiañ ervat ar rusianeg ha peurwellaat va doare-distagañ, ez on bet harpet gant ar C’H ha meur a draig all en hon yezh, ha deut on a-drugarez dezho a-benn eus geriennoù ha lizherennoù ’zo na vezont kammed rannet evel m’eo dleet gant ur Gall pe ur Saoz.
Mots précédents
Mots suivants
gerig