Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(impl. en e furm ls. prl.) GERIENNOÙ. 1. Gerioù. Pouezañ a reas war ar geriennoù diwezhañ. An dud a lavar geriennoù sot a-wechoù. 2. Ur ger bennak, un nebeud gerioù. Intent geriennoù. Ret e vo eeunañ pe souplaat geriennoù ha troiennoù. Geriennoù zo ha n'int ket anavezet. [1954] [...] desket en devoa zoken geriennoù brezhonek ha plijout a rae dezhañ o distagañ an aliesañ m’helle, daoust ha ma tiflipe digantañ a-wechoù traoù fentus-meurbet. & Ur geriennoù bennak : un nebeudig gerioù.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Kent-se, ur geriennoù a livirin diwar-benn ar meuriadoù all, en abeg d’ar gelennadur[ezh] a sav eus ar vuhez anezho.

1923
Daveenn : SKET p.88 (p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "p, 88, lin. 7 kent an dibenn, e lec’h « kelennadurez[h] » kentoc’h « kelennadur »).

Evitañ da vezañ eus ar C’hreisteiz ha kenderv-kompez ar « Prezidant » Fallières, douget a-walc’h e oa hon eskob da gement tra a selle ouzh Breizh ; desket en devoa zoken geriennoù brezhonek ha plijout a rae dezhañ o distagañ an aliesañ m’helle, daoust ha ma tiflipe digantañ a-wechoù traoù fentus-meurbet.

1954
Daveenn : VAZA p.60

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial