Termen amsklaer, "degouezh" na gaver ket testeniekaet gant ar ster-se a-hend-all. Pelleter a gave dezhañ e oa savet ar ger diwar "di-" ha "gouez" (gouzout). Met d'ar mare-se e vefe bet gortozet ur stumm "dic'houez", pe "diouez", kentoc'h gant ur c'hemmadur g/c'h pe g/netra (diwar an notenn gant Gwennole ar Menn e Har., pg. "degouezh".)