Hogen ar bagadoù a gemeras penn o hent, dre veur a wech, war-du ar C’hornog hag a ziraezas ar c’hompezennoù ma red an Albis, ar Visuria, an Amisios hag ar Rênos, ar re a ziazezas war an arvor-Glas ha war glann ar Goularz, ar re-se a zo bet miret an anv hag an d[e]gouezhioù anezho, rak penn-kef ez int bet d’ar Vroad hollvrudet.
Stagit eus groñch Saig un troc’had barv, louet ivez, ledan evel ur bal, rust evel sekrep, hir ha fonnus evel foenn er prad dourek ; ur jod dezhañ, peurvuiañ e jod kleiz, koeñvet gant ur chik ken tev hag ho piz-meud, ha, pa'm bo lavaret deoc’h penaos den biskoazh na glevas Saig Jelvest, memes e-kreiz ar gwashañ degouezh, o sevel e vouezh ur wech uheloc’h eget eben, ec’h anavefet perc’henn ar Gwennili kerkoulz ha me.
- Evel-se emañ kont gant ar garantez. Deut e oan, dre zegouezh, da lavarout ur bater da Werc'hez venniget ar Rozera. Ho kwelet am eus...
[...] pikoloù pakadennoù leun a draoù a bep seurt : Aotrou Doueoù eveljust [sic evel-just], skeudenn hon Tad Santel ar Pab Leon trizek, hini Itron Varia Lourd, chapeledoù ha meladennoù [sic, medalennoù ] sof-kont, pedennoù evit kement degouezh er vuhez ha zoken evit goulenn ur marv mat, met ivez pezhioù dilhad, c’hoarielloù, ha dreist-holl fardaj e-leizh eus ti an apotiker [...].
Ha setu un deiz bennak, beure-mat, va lestr-reder o tremen dirak kreñvlec’h Sant Yann, kêrbenn an Douar-Nevez, o lidañ hon degouezh a daolioù kanol ken ma strake al lenn a-bezh hag an tevennoù e[n]-dro dezhi, ken meinek, ken disc’hlasvez [sic, dic’hlasvez] ha lein Beg ar Raz.
« Honnezh n’eo ket diouzhit, mabig, eme Soaz Sapeur en ur hejañ he fenn, ha biken n’az po anezhi, nemet ha dre zegouezh e vefe ! »
Evit krennañ berr, ne voe ket roet e Brest nemeur amzer da Charlez Tremel ha da Janed Brenchereau d’en em dommañ an eil ouzh egile, met n’eus forzh, gwech ebet e-pad ar pevar ha daou-ugent vloaz aet e-biou – ul lajadig, kwita ? – n’am eus bet abeg da glemm diouzh an degouezh iskis a liammas da viken ur Breizhad hag ur « Rusianez » eus Rochefort-war-vor.
Ha koulskoude, na kevrinus degouezh, peogwir e oa lakaet din bezañ anvet da gelenner e skolaj Borovitchi, ha betek-hen bep tro ma vez anv anezhi e vez kerse ganin, rak er gêrig-se war hanter-hent [hanter hent] eus Moskov da Sankt-Petersburg em eus bevet gant va gwreg ha va merc’hig Anna e-pad daou vloaz, hon eürusañ marevezh e-keit ma chomis du-hont e Rusia.
Padal, pet ha pet gwech n’en devoa ket lavaret din : « M’az pefe ezhomm un dro bennak eus forzh petra, deus davedon, deus, hag e pep degouezh va dor, va divrec’h, va c’halon ha va yalc’h a vo digor frank evidout. »
Disklêriañ a ran bezañ ez personel a-enep krenn implij an armoù e n'eus forzh peseurt degouezh.
A-raok an degouezh e Dakar eo ivez emañ "gouel ar bourzh"; rak ne vez ket a dreizhadenn hep un tammig gouel ha didu.
E seurt degouezhioù, pa vank ho tihuner d'ho tihuniñ, ez eo stag ho peoc'h evit an devezh ouzh an doare m'eo c'hwezhet ho pneuioù, ma fulenn ho koulaouennoù, ma tro alc'hwez an enaouerez, Doue ar mekanik a oar ouzh petra c'hoazh eo stag...
Setu perak, goude kas va mevelion da gousket, e kargis ur bistolenn gozh, e doare d'en em zifenn, diouzh an degouezh.
Aze e tigoras an armel-houarn, hag eus al lec'h donañ anezhi e tennas un teul, skrivet 'Testamant an Dr Jekyll' war ar golo anezhañ ; azezañ a reas da studiañ an endalc'had, teñval e benn. Diazorn e oa an testamant, rak an Ao.Utterson en doa nac'het krenn reiñ e skoazell evit e skridaozañ, daoust m'en doa asantet e ve fiziet ennañ ur wech graet ; sed a zifere e degouezh marv Henry Jekyll, doktor war ar vezekniezh, doktor war ar gwir, ezel eus ar Royal Academy of Science, h.a., e rankfe e holl vadoù mont d'e "geneil ha madoberour Edward Hyde"
"Gwelout a rin, avat", a eilgerias an noter. "Ha bremañ ur ger c'hoazh : hag Hyde eo en deus gourlakaet ouzhoc'h termenoù ho testamant en degouezh ma steuzfec'h ?
Aotrou, mar ped ac'hanoc'h dre zegouezh da vont tre, nad it ket.
"Sed aze degouezhioù souezhus-kenañ," a lavaras an Ao. Utterson, "hogen, me 'gav din e krogan da welout sklaer."
Ne chom ket ar boliserien da dermal evit bezañ feuls-kenañ e degouezhioù 'zo.
Gant piv eo bet kavet? Gant unan eus ar warded, dre un taol degouezh.
Petra 'vez lavaret e seurt degouezhioù?
N'eo ket dister kudenn ar c'hirri parket war lec'h an degouezh.
Gallout a rit lakaat e pleustr ivez degouezhioù e-lec'h m'en em gav gopridi a fell dezhe mont da labourat a-enep stourmerien mennet da stankañ mont e-barzh an embregerezh...
Peuzsur ez eo an hevelep steuñv a zo bet lakaet er pleustr e degouezh Nikitópoulos.
Mots précédents
Mots suivants
degouezh