I.
(en e furm lies)
1. [1699, 1732, 1931] Lodenn a-raok ar c'hirri stlejet gant kezeg, anezhi ar rodoù diaraok hag ar walenn-garr.
Ne anavez zoken peul-karr diouzh kilhoroù. Ne oa ket ar c'hirri peder rod evit treiñ krenn dre ma oa dianav d'o saverien ar c'hilhoroù.
&
(impl. goude ar gm. a.)
Ur c'halvez a ray ur c'harr, ur c'hilhoroù, un arar.
&
Trl. skeud.
Lakaat an arar a-raok ar c'hilhoroù : ober udb., al labour e gin.
&
Trl. skeud., dre fent
Bezañ karr ha kilhoroù : bezañ kar-nes, bezañ mignoned vras.
&
Bezañ karr pe gilhoroù : bezañ kar pe heñvel.
Kendirvi kompez d'ar baotred ha karr pe gilhoroù d'ar merc'hed. Ur bannac'h kafe mat, pell diouzh bezañ karr pe gilhoroù da bipi ludu.
&
Na gaout na karr na kilhoroù : na gaout tamm kerentiezh ebet, kar ebet. Ur reder-e-revr bennak n'en deus na karr na kilhoroù er vro.
&
Trl. kv.
Bezañ sonn war e gilhoroù evel ur c'hilhog : bezañ sonn-kenañ.
2. Doare karbed divrodek a harp lazh ararioù zo hag a dalvez da gemmañ donder ar soc'h en douar ha dre-se donder an antoù.
Plueg ar c'hilhoroù. Lazh ar c'hilhoroù.
DHS. peler.
&
Ruzerez ar c'hilhoroù : pezh houarn zo dindan lazh ar c'hilhoroù, a harp anezhañ hag a ruz alies war an douar.
3. Dre ast.
Gwikefre a dalvez da gemm donder ar soc'h, al labour war an ararioù nevesañ.
4. Karbed, stlejet gant kezeg prl., dezhañ div rod, a dalvez da stlejañ ar c'hanolioù.
Ar c'hanolioù a zihun war o c'hilhoroù dir.
5. Dre heveleb.
Karbed bihan evit dougen ur blankenn-dre-lien.
6. (db. ar bagonioù)
[1931] Karrig heloc'h, dezhañ peder rod, a harp warnañ penn ur vagon hag a dalvez dezhi da dremen ar c'hornblegennoù.
Ur vagon war gilhoroù.
7. Dre skeud., PEMDEZ.
[1909] Divesker.
Ur banne gwin, na daou, na tri ne lakaont ar c'hilhoroù da horjellat. Lakaat e gilhoroù e gwigour : ober trouz o kerzhet buan.
N'oa ket start war e gilhoroù.
&
Trl. skeud.
Sachañ e gilhoroù gantañ, kas e gilhoroù : en em dennañ kuit.
Kas ma c'hilhoroù da Amerika.
&
Trl. skeud.
Bezañ, chom start, sonn, plom war e gilhoroù : bezañ, chom yac'h, sonn, serzh, kreñv.
N'eo ket re blom mui war e gilhoroù. Hep bezañ rust, e oan deuet memestra da vezañ ur paotrig startoc'h war e gilhoroù. Gwez derv kreñv, sonn war o c'hilhoroù. N'oa ket start war e gilhoroù.
&
Sershaat ub. war e gilhoroù : reiñ lorc'h ennañ e-unan dezhañ.
Setu un dra hag a sersha ur skolajiad war e gilhoroù.
&
Trl. skeud.
Lakaat sav e kilhoroù ub. : ober e doare da herzel outañ a dizhout e bal.
&
Lakaat aer e kilhoroù ub. : e lakaat da vont kuit buan, da dec'hel.
&
Lakaat aer en e gilhoroù : mont, kerzhet buan.
Astenn da garavelloù ha laka aer ez kilhoroù !
&
Treiñ, sachañ e gilhoroù : mont kuit, dilezel un afer bnk.
II. (en e furm unan)
ROUEZ.
Kilhoroù (I 1,I 2,).
Divskouarn ma mestrez n'int ket nemeur brasoc'h eget n'eo div rod kilhor.
&
Trl. kv.
Bezañ rampet evel ur c'hilhor : bezañ digor bras e zivesker.
Référence :
GON.II
pg kilorou (s.m.pl. le chariot ou avant-train d'une charrue).
kilhoroù
kilorou
1850
Référence :
GON.II
pg kilorou (s.m.pl. chariot ou avant-train d'une charrue).
« Ne anavez zoken peul-karr dioc'h kilhoroù, / E-kreiz e barkeier, n'eus nemet beskelloù, / Dre ma rank tud a skiant ober 'vel a lavar / Un diod ne oar netra nemet koll din va douar. »
» Ne anavez zo-ken peul-kar dioc'h killourou, / » E kreiz he barkeier, n'euz nemet beskellou, / » Dre ma rank tud a skiant ober 'vel a lavar / » Eunn diod ne c'hoar netra nemet koll d'in va douar. /
1867
Référence :
MGK
p93
kilhoroù
kílloúrou
1909
Référence :
BROU
p. 213 (ce mot se dit des jambes)