Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
11
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (en e furm lies) 1. [1699, 1732, 1931] Lodenn a-raok ar c'hirri stlejet gant kezeg, anezhi ar rodoù diaraok hag ar walenn-garr. Ne anavez zoken peul-karr diouzh kilhoroù. Ne oa ket ar c'hirri peder rod evit treiñ krenn dre ma oa dianav d'o saverien ar c'hilhoroù. & (impl. goude ar gm. a.) Ur c'halvez a ray ur c'harr, ur c'hilhoroù, un arar. & Trl. skeud. Lakaat an arar a-raok ar c'hilhoroù : ober udb., al labour e gin. & Trl. skeud., dre fent Bezañ karr ha kilhoroù : bezañ kar-nes, bezañ mignoned vras. & Bezañ karr pe gilhoroù : bezañ kar pe heñvel. Kendirvi kompez d'ar baotred ha karr pe gilhoroù d'ar merc'hed. Ur bannac'h kafe mat, pell diouzh bezañ karr pe gilhoroù da bipi ludu. & Na gaout na karr na kilhoroù : na gaout tamm kerentiezh ebet, kar ebet. Ur reder-e-revr bennak n'en deus na karr na kilhoroù er vro. & Trl. kv. Bezañ sonn war e gilhoroù evel ur c'hilhog : bezañ sonn-kenañ. 2. Doare karbed divrodek a harp lazh ararioù zo hag a dalvez da gemmañ donder ar soc'h en douar ha dre-se donder an antoù. Plueg ar c'hilhoroù. Lazh ar c'hilhoroù. DHS. peler. & Ruzerez ar c'hilhoroù : pezh houarn zo dindan lazh ar c'hilhoroù, a harp anezhañ hag a ruz alies war an douar. 3. Dre ast. Gwikefre a dalvez da gemm donder ar soc'h, al labour war an ararioù nevesañ. 4. Karbed, stlejet gant kezeg prl., dezhañ div rod, a dalvez da stlejañ ar c'hanolioù. Ar c'hanolioù a zihun war o c'hilhoroù dir. 5. Dre heveleb. Karbed bihan evit dougen ur blankenn-dre-lien. 6. (db. ar bagonioù) [1931] Karrig heloc'h, dezhañ peder rod, a harp warnañ penn ur vagon hag a dalvez dezhi da dremen ar c'hornblegennoù. Ur vagon war gilhoroù. 7. Dre skeud., PEMDEZ. [1909] Divesker. Ur banne gwin, na daou, na tri ne lakaont ar c'hilhoroù da horjellat. Lakaat e gilhoroù e gwigour : ober trouz o kerzhet buan. N'oa ket start war e gilhoroù. & Trl. skeud. Sachañ e gilhoroù gantañ, kas e gilhoroù : en em dennañ kuit. Kas ma c'hilhoroù da Amerika. & Trl. skeud. Bezañ, chom start, sonn, plom war e gilhoroù : bezañ, chom yac'h, sonn, serzh, kreñv. N'eo ket re blom mui war e gilhoroù. Hep bezañ rust, e oan deuet memestra da vezañ ur paotrig startoc'h war e gilhoroù. Gwez derv kreñv, sonn war o c'hilhoroù. N'oa ket start war e gilhoroù. & Sershaat ub. war e gilhoroù : reiñ lorc'h ennañ e-unan dezhañ. Setu un dra hag a sersha ur skolajiad war e gilhoroù. & Trl. skeud. Lakaat sav e kilhoroù ub. : ober e doare da herzel outañ a dizhout e bal. & Lakaat aer e kilhoroù ub. : e lakaat da vont kuit buan, da dec'hel. & Lakaat aer en e gilhoroù : mont, kerzhet buan. Astenn da garavelloù ha laka aer ez kilhoroù ! & Treiñ, sachañ e gilhoroù : mont kuit, dilezel un afer bnk. II. (en e furm unan) ROUEZ. Kilhoroù (I 1,I 2,). Divskouarn ma mestrez n'int ket nemeur brasoc'h eget n'eo div rod kilhor. & Trl. kv. Bezañ rampet evel ur c'hilhor : bezañ digor bras e zivesker.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

kilheroù

1699
Daveenn : Har. pg kilhoroù (roüelle)

kilhoroù

1732
Daveenn : GReg pg charrue (le charriot)

ar c'hilhoroù

1732
Daveenn : GReg pg charrue (le charriot)

ar c'hilhoroù

1850
Daveenn : GON.II pg kilorou (s.m.pl. le chariot ou avant-train d'une charrue).

kilhoroù

1850
Daveenn : GON.II pg kilorou (s.m.pl. chariot ou avant-train d'une charrue).

« Ne anavez zoken peul-karr dioc'h kilhoroù, / E-kreiz e barkeier, n'eus nemet beskelloù, / Dre ma rank tud a skiant ober 'vel a lavar / Un diod ne oar netra nemet koll din va douar. »

1867
Daveenn : MGK p93

kilhoroù

1909
Daveenn : BROU p. 213 (ce mot se dit des jambes)

me a savo da gilhoroù dit

1909
Daveenn : BROU p. 213

kilhoroù

1931
Daveenn : VALL pg avant-train, bogie, boggie

war gilhoroù

1931
Daveenn : VALL pg (wagon sur) bogie

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial