I.
A. (war an douar)
1. Dourredenn vihan.
Goude ar glaveier e tiskenne ar gouerioù froudennus diwar ar menez en ur zirañviñ an douar.
[1878] E-keñver pont Keraouell ez eus un tamm douar diskloz, leun a raoz hag a vrouan ; an dour-beuz, o vont dre-greiz, en deus graet eno gouerioù bihan.
HS. gwazh, ruzelenn.
&
A-wechoù
Gouer-dour : dourredenn vihan.
2. Strilh liñvenn a red.
[1878] Olier ar Stumm, unan anezho, o welet e vestr astennet war an teil, kailharet e zilhad, e benn er c’houer hañvouez, a savas ar gwad d’e benn, hag a lammas, gant e falz, etre Paol hag ar soudarded.
DHS. gwazh.
B. (er mor)
Tremen bageal strizh etre div garreg pe ziv enezenn, kasenn greñv ennañ prl.
Gouerioù ac'h eus etre div garreg pe div dammig enez, mar karez. Ur c'houerig troidellek zo eno d'an izelvor hag a zisparti div lodenn kerreg.
DHS. brec'h-vor, kanol.
&
A-wechoù
Gouer-droc'h : brec'h-vor a zisparti un enezenn diouzh an douar.
Bez' e oa ur c'houer anvet gouer-droc'h a rede pa veze chal e norzh ar c'hreñv.
DHS. strizh-mor.
II.
Dre ast.
1. Kan da zourañ an douaroù.
Ar c'houer vras e-kreiz ar foenneier a ranke bezañ dalc'het mat e ratre. Pa veze riñset mat ar gouerioù bras e veze graet gouerioù bihan da gas an dour da bep lec'h eus ar foenneier.
2. Kan da skarzhañ an dourioù lous.
Lakaat dour-hañvouez ar c'hrevier da gouezhañ er foz gant gouerioù en-dro d'al leur zi.
Dre greiz ar straedoù e red an doureier flaerius ; ret e vez d'an dud mont da bavata er gouerioù-se.
Référence :
GON.II
pg huéré (conduit, canal, tuyeau; ce mot est, selon Le Pelletier, du dialecte de Vannes ; mais je ne le connait pas)
Olier ar Stumm, unan anezho, o welet e vestr astennet war an teil, kailharet e zilhad, e benn er c’houer hañvouez, a savas ar gwad d’e benn, hag a lammas, gant e falz, etre Paol hag ar soudarded.
Olier ar Stum, unan anezho, o velet he vestr astennet var an teil, kaillaret he zillad, he benn er c’houer hanvoez, a zavaz ar goad d’he benn, hag a lammaz, gand he fals, etre Paol hag az [sic] zoudarded.
1878
Référence :
EKG.II
p.77
E-keñver pont Keraouell ez eus un tamm douar diskloz, leun a raoz hag a vrouan ; an dour-beuz, o vont dre-greiz, en deus graet eno gouerioù bihan.
E kenver pount Keraouell euz eun tamm douar diskloz, leun a raoz hag a vrouan ; an dour-beuz, o vont dre greiz, en deuz great eno goueriou bian.
1878
Référence :
EKG.II
p.23
gouver
goufer
1909
Référence :
BROU
p. 244 (ruisseau)
Dirazon e lugerne glenn sioulik ar Pourpri, marellet an daou du anezhi gant bleuñioù lieslivioù, yunioù lagennek Kerhamon leun a ganaouennoù laboused ha raned, damguzhet e-metoù ar bouchadoù hesk, er poulloù-kurun islonkus hag e dourioù gloandourek ar gouerioù.
Dirazoun e lugerne glen sioulik ar Pourpri, marellet an daou du anezi gant bleuñiou lïesliviou, yuniou lagennek Kêrhamon leun a ganaouennou laboused ha raned, damguzet e-metou ar bouchadou hesg, er poullou-kurun islonkus hag e douriou gloandourek ar goueriou.
1929
Référence :
SVBV
p.15
Un deiz m'edon o labourat war ur wazh-dour a gase d'ar Stêr Anzong, en tu norzh da vBikele, e c'hoarvezas adarre ur barr-arne spontus : dour da dreuziñ pep tra ha da lakaat ar gouerioù da zic'hlannañ dindan dek munut, luc'hed da zallañ, kurun da vouzarañ, hag avel da vreviñ.
1985
Référence :
DGBD
p134
Alies a-walc'h e c'helled gwelout he roud war draezh ar gouverioù, heñvel e oa ar roud-se ouzh an hini en devije graet unan bennak o stlejañ ur c'hef gwezenn dre eno.