Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. (war an douar) 1. Dourredenn vihan. Goude ar glaveier e tiskenne ar gouerioù froudennus diwar ar menez en ur zirañviñ an douar. [1878] E-keñver pont Keraouell ez eus un tamm douar diskloz, leun a raoz hag a vrouan ; an dour-beuz, o vont dre-greiz, en deus graet eno gouerioù bihan. HS. gwazh, ruzelenn. & A-wechoù Gouer-dour : dourredenn vihan. 2. Strilh liñvenn a red. [1878] Olier ar Stumm, unan anezho, o welet e vestr astennet war an teil, kailharet e zilhad, e benn er c’houer hañvouez, a savas ar gwad d’e benn, hag a lammas, gant e falz, etre Paol hag ar soudarded. DHS. gwazh. B. (er mor) Tremen bageal strizh etre div garreg pe ziv enezenn, kasenn greñv ennañ prl. Gouerioù ac'h eus etre div garreg pe div dammig enez, mar karez. Ur c'houerig troidellek zo eno d'an izelvor hag a zisparti div lodenn kerreg. DHS. brec'h-vor, kanol. & A-wechoù Gouer-droc'h : brec'h-vor a zisparti un enezenn diouzh an douar. Bez' e oa ur c'houer anvet gouer-droc'h a rede pa veze chal e norzh ar c'hreñv. DHS. strizh-mor. II. Dre ast. 1. Kan da zourañ an douaroù. Ar c'houer vras e-kreiz ar foenneier a ranke bezañ dalc'het mat e ratre. Pa veze riñset mat ar gouerioù bras e veze graet gouerioù bihan da gas an dour da bep lec'h eus ar foenneier. 2. Kan da skarzhañ an dourioù lous. Lakaat dour-hañvouez ar c'hrevier da gouezhañ er foz gant gouerioù en-dro d'al leur zi. Dre greiz ar straedoù e red an doureier flaerius ; ret e vez d'an dud mont da bavata er gouerioù-se.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

gouer

1659
Daveenn : LDJM.1 pg gouer

gouer

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ruisseau

gouvea [sic, lenn gouver]

1659
Daveenn : LDJM.1 pg gouvea

gouerioù

1850
Daveenn : GON.II pg gouer

it da walc'hiñ ho taouarn er gouer

1850
Daveenn : GON.II pg gouer

gouer

1850
Daveenn : GON.II pg gouer

c'houereoù

1850
Daveenn : GON.II pg huéré

gouerioù

1850
Daveenn : GON.II pg gouer

gouer

1850
Daveenn : GON.II pg goer, gouer (Ruisseau, courant d'eau).

gouer

1850
Daveenn : GON.II pg goer, gouer (Ruisseau, courant d'eau), gwâz

gouer

1850
Daveenn : GON.II pg huéré (conduit, canal, tuyeau; ce mot est, selon Le Pelletier, du dialecte de Vannes ; mais je ne le connait pas)

Olier ar Stumm, unan anezho, o welet e vestr astennet war an teil, kailharet e zilhad, e benn er c’houer hañvouez, a savas ar gwad d’e benn, hag a lammas, gant e falz, etre Paol hag ar soudarded.

1878
Daveenn : EKG.II p.77

E-keñver pont Keraouell ez eus un tamm douar diskloz, leun a raoz hag a vrouan ; an dour-beuz, o vont dre-greiz, en deus graet eno gouerioù bihan.

1878
Daveenn : EKG.II p.23

gouver

1909
Daveenn : BROU p. 244 (ruisseau)

Dirazon e lugerne glenn sioulik ar Pourpri, marellet an daou du anezhi gant bleuñioù lieslivioù, yunioù lagennek Kerhamon leun a ganaouennoù laboused ha raned, damguzhet e-metoù ar bouchadoù hesk, er poulloù-kurun islonkus hag e dourioù gloandourek ar gouerioù.

1929
Daveenn : SVBV p.15

Un deiz m'edon o labourat war ur wazh-dour a gase d'ar Stêr Anzong, en tu norzh da vBikele, e c'hoarvezas adarre ur barr-arne spontus : dour da dreuziñ pep tra ha da lakaat ar gouerioù da zic'hlannañ dindan dek munut, luc'hed da zallañ, kurun da vouzarañ, hag avel da vreviñ.

1985
Daveenn : DGBD p134

Alies a-walc'h e c'helled gwelout he roud war draezh ar gouverioù, heñvel e oa ar roud-se ouzh an hini en devije graet unan bennak o stlejañ ur c'hef gwezenn dre eno.

1985
Daveenn : DGBD p161

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial