1. Den ezel eus ur bobl a ledas he sevenadur en Iwerzhon er c'hentañ milved a-raok J.-K.
2. Den a gomz gouezeleg.
Er bodadegoù etrekeltiek e teu bepred ar Ouezeled a-benn d'en em intent bravik a-walc'h. Gouezeled an Uheldirioù.
HS. gouezeleger.
Référence :
SKET
p.177, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Gael".
[H]ervez danevelloù bloaziek Iwerzhon, war-dro 1015 kent H. S. eo e tiazezas ar C’houezeled en Iwerzhon, hag un nebeud bloavezhioù diwezhatoc’h hepken e tigouezhas Predeniz (pe « Pikted »).
[H]ervez danevellou bloaziek Iwerzon, war-dro 1015 kent H. S. eo e tiazezas ar C’houezeled en Iwerzon, hag eun nebeut bloaveziou diwezatoc’h hepken e tigouezas Predeniz (pe « Pikted »).
1923
Référence :
SKET
p.146 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".
Unan bennak en doa roet dimp chomlec'h un tad Jezuist eus Kerdiz, an tad Yann Hayde e anv, person katolik parroz Sant-Pêr, a oa kalz a Ouezeled -Iwerzhoniz- o labourat enni.
Unan bennak en doa roet d'imp chomlec'h eun Tad Jezuist eus Kaerdiz, an Tad Yann Hayde e ano, person katolik parroz Sant Per, a oa kalz a Ouezeled -Iwerzoniz- o labourat enni.
1944
Référence :
EURW.1
p60-61
An aotrou Edmond Fournier d’Albe, ar Gouezel a oa deut da grouidigezh Kevredigezh Vreizh warlene, a oa o klask digas un nebeud Bretoned da « Eisteddvod » Kerdiz, da viz Gouere 1899, evit diazezañ un Emglev Holl-Geltiek.
An Aotrou Edmond Fournier d’Albe, ar Gouezel a oa deut da grouidigez Kevredigez Vreiz warlene, a oa o klask digas eun nebeut Bretoned da « Eisteddvod » Kaerdiz, da viz Gouere 1899, evit diazeza eun Emgleo Holl-Geltiek.