Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Stummoù pleget : 
11
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den ezel eus ur bobl a ledas he sevenadur en Iwerzhon er c'hentañ milved a-raok J.-K. 2. Den a gomz gouezeleg. Er bodadegoù etrekeltiek e teu bepred ar Ouezeled a-benn d'en em intent bravik a-walc'h. Gouezeled an Uheldirioù. HS. gouezeleger.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Gouezel

1923
Daveenn : SKET p.177, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Gael".

[H]ervez danevelloù bloaziek Iwerzhon, war-dro 1015 kent H. S. eo e tiazezas ar C’houezeled en Iwerzhon, hag un nebeud bloavezhioù diwezhatoc’h hepken e tigouezhas Predeniz (pe « Pikted »).

1923
Daveenn : SKET p.146 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Unan bennak en doa roet dimp chomlec'h un tad Jezuist eus Kerdiz, an tad Yann Hayde e anv, person katolik parroz Sant-Pêr, a oa kalz a Ouezeled -Iwerzhoniz- o labourat enni.

1944
Daveenn : EURW.1 p60-61

An aotrou Edmond Fournier d’Albe, ar Gouezel a oa deut da grouidigezh Kevredigezh Vreizh warlene, a oa o klask digas un nebeud Bretoned da « Eisteddvod » Kerdiz, da viz Gouere 1899, evit diazezañ un Emglev Holl-Geltiek.

1944
Daveenn : EURW.1 p.104

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial