Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

Bep noz. Bemnoz e teue du-man da zebriñ e goan. Bemnoz e roc'han. & Tr. adv. Bemdez-bemnoz : atav.

Exemples historiques : 
14
Masquer la liste des exemples

Plijet geneoc'h [Gwerc'hez Vari], me ho supli, / Ma c'halon re yen alumiñ, / Da garet bepred va Doue, / O plijout de[z]hañ bemnoz ha [bem]dez.

1677
Référence : Do. p67

bemnoz

1850
Référence : GON.II pg bemnoz (Chaque nuit. Toutes les nuits).

Bemnoz ez an er-maez.

1850
Référence : GON.II pg bemnoz (Je sors toutes les nuits).

Un neizh eostig 'oa e vaner ; bemnoz, bemdez e kaned eno ; pa dave an tad e save mouezh ar vugale, ha klevet a ran c'hoazh unan eus e verc'hed o kanañ ker flour : "Peger kaer eo Kerzaoulaz, Pa zeu an noz da guzhat, Er gwez pa vez an delioù glas, Pa vez skedus ar stered ! "

1867
Référence : MGK Rakskrid VIII

Anavezet e voe ganto e lezent bemnoz, o tont eus an dour, o c’hrec’hen elerc’h war an traezh hag ez oa anezho teir flac’h yaouank, bras, kenedek, nemet morlivet ha nec’het-marv, a gemere troad en aod, en ur waskañ o blevioù melen glebiet-holl gant ar c’hoummoù.

1923
Référence : SKET p.114

Bemnoz, war lein an tornaod e weljod daou vrezelour lugernus mentet-ramzel oc’h ober ged, en o sav ha diflach e-tal o mirc’hed gwenn, adalek an derou-noz betek an tarzh-deiz.

1923
Référence : SKET p.115

N’ho peus-hu ket a soñj — pegoulz ? teir pe beder c’hoañvezh a zo abaoe — e vije, bemnoz, dindan sklerijenn al loar, ul liñsel wenn o lammet eus an eil bod lann d’egile.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

An derzhienn a gouezhas war ar c’habiten : ar boan izili hag ar yenijenn en devoa tapet a greskas e gleñved. Bemnoz an alter a lakae e wad da verviñ.

1925
Référence : BILZ2 p.174

bemnoz

1927
Référence : Geri.Ern pg bemde(iz)

Lom a reas un abadenn grozal : — « Amañ », emezañ, « ne c’hell ket unan diskuizhañ e begement ; bremaik e vezo ret labourat bemdez ha bemnoz evit plijadur ar merc’hed ! »

1944
Référence : ATST p.70

Bremañ, na gollomp ket amzer. Ret e vezo satanazañ an ti bemnoz, bemnoz, hep mank ebet.

1944
Référence : ATST p.120

An avel o yudal er gwez, ha, d’an noz, ur gaouenn o youc’hal en ur penngos derv bennak, ha me war va gwele, bemdez ha bemnoz oc’h hirvoudiñ.

1944
Référence : ATST p.41

Ha din[,] ma ro digemer vat, / Ho meulin c'hwek ma buhez-pad, / Ha c'hwi, Intron, bemdez, bemnoz, / Ra skuilhoc'h warnañ ho pennozh !

1960
Référence : PETO p73

Enbroidi o kaout kann bemnoz gant paotred Ar Weur Aour (strollad taer eus an tu dehoù pellañ).

2015
Référence : EHPEA p20

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux