Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. H.b. 1. Teñvalijenn a vez etre kuzh-heol ha sav-heol. Teñval eo an noz. Bezañ er-maez en noz. Dont a ra, serriñ a ra an noz : degouezhout a ra bep a damm. A-benn ma oa deuet an tantad e oa serret an noz. Serret, deuet e oa an noz war an daou valeer en un taol. & Trl. Teñval, du evel an noz : teñval-tre, du-tre. 2. Tr. adv. Rouz an noz, toullig an noz : serr-noz. Dindan an noz : da vare serr-noz. & Diouzh (an) noz : pa vez noz. Labourat diouzh an noz. & Da noz: ur wech deuet an noz. Dec'h da noz, warc'hoazh da noz. Emberr da noz, d'ar Sul da noz. [1878] [...] hini ac’hanoc’h marteze n’en deus soñjet n’hoc’h eus debret tamm abaoe dec’h da noz, ha koulskoude oc’h en em gannet evel gwazed a benn hag a galon. & Trl. skeud. Bezañ ganet da Sadorn *da noz. 3. Impl. da adv. (e troiennoù dibers.) Noz eo, emañ noz. A-barzh, a-raok, kent ma vo noz. Erru e oa noz anezhi, tost da noz. Pa vo nosoc'h, a-raok ma vo re noz. & Trl. Noz-du, noz-du-dall eo. & (en e furm vihanaat) Nozig eo anezhi : emañ an noz o serriñ. Nozig eo c'hoazh : n'eo ket savet-mat an heol. & Trl. skeud. (Klask) reiñ da grediñ e vez noz da greisteiz : reiñ da grediñ traoù faos, en un doare amparfal dh. II. B. 1. Prantad etre kuzh-heol ha sav-heol. Noz al loargann. Un noz du evel ur forn. Noz (an) Nedeleg, ar Pellgent. Nozioù hir, yen. Tremen an noz o kousket. E-pad, a-hed an noz. An noz tremen(et). & Trl. Diwezhat eo an noz : serret eo ur pennad mat zo. & Lakaat an noz da astenn an deiz, kemer an noz evit hiraat an deiz : labourat diouzh noz pa ne vez ket echu al labour. & (impl. da adv. goude an eur) Diouzh an noz. Eizh eur noz, dek eur noz. & Abardaez-noz. 2. Tr. adv. Noz-deiz, noz-ha-deiz, na noz na deiz*. & En noz-mañ, evit an noz : e-kerzh an nozvezh tremen pe an nozvezh a zeu. Kousket aes ec'h eus graet evit an noz ? & En noz all : e-kerzh an nozvezh tremen. & Trl. [1931] En tu-mañ d'an noz : fenoz. 3. Ent strizh Serr-noz. & Trl. estl. Noz vat : troienn seven a zistager da gimiadiñ diouzh ub. da serr-noz. & Tr. adv. Diouzh (an) noz, e-ser an noz, da vare noz, d'an noz : da vare serr-noz. Diouzh an noz e teue ar beorien. & (goude ur spizad) Skol-noz : a vez graet d'abardaez-noz.

Exemples historiques : 
109
Masquer la liste des exemples

Mar a'm gwarant va c'harantez, / Da vout en noz oc'h he c'hostez, / Wamm garet nepred.

1350
Référence : ABER niv. 69, 310

noz vat

1499
Référence : GAVH p18

noz

1499
Référence : LVBCA p151 (nuyt)

[«] Koñsider penaos emaint ha pa voe komañset ar bed hag ez vezint bede ar fin, sell ouzh an heol hag ar planedoù pere ne sesont nos na dez oz vonet entreze hag oksidant hag ac'hano ouz retorn adarre da oriant, hag evit-se ne skuizhont ket. [»]

1576
Référence : Cath p7

Durant an amzer[-se] ez eas ar roue er c'harter-se, palamour da aferioù en c'hrontragne, ha neuze ar rouanez dre ar garantez he devoe komeret ouzh ar werc'hez santez Katell a yeas en noz ha ganti priñs ar varc'heien, anvet Porfirius, d'he vizitañ, d'ar prizon[.]

1576
Référence : Cath p17

M. Peur e tleer e ober-eñ [sin ar groaz] ? D. Diouzh ar mintin pan saver, diouzh an noz pan aer da gousket, pan antreer en Iliz, goude kemeret dour benniget, pan komañser pediñ Doue, pan kemerer ar refeksion, e komañsamant hon euvroù, ha pan en em gaver en un dañjer bennak, aotramant seziet gant un aon pe ur spont.

1622
Référence : Do. p8

M. Pan it en ho kwele diouzh an noz, petra [i]vez a rit-hu ?

1622
Référence : Do. p52

Pan soner an Ave Maria diouzh ar mintin, da greisteiz ha diouzh an noz e tleer lavaret Angelus Domini etc.

1622
Référence : Do. p57

Pan soner an Ave Maria diouzh ar mintin, da greizteiz ha diouzh an noz e tleer lavaret Angelus Domini etc.

1622
Référence : Do. p57

Erfin, en e bedan e plijo gantañ ma freservi ha ma miret en noz-se ouzh pep dañjer ha droukfortun, ha goude ez lavaran Pater noster hag Ave Maria, hag en em rekomandan da'm ael mat ha da'm fatron ha d'an sent all ha santezed a'n Baradoz.

1622
Référence : Do. p52

keit an deiz hag an noz

1659
Référence : LDJM.1 pg equinoxe

glizhienn-noz

1659
Référence : LDJM.1 pg (le) serain

nozioù

1659
Référence : LDJM.1 pg noziou

a-hed an noz

1659
Référence : LDJM.1 pg toute (la nuit)

ken terripl eo ma tou deiz ha noz

1659
Référence : LDJM.1 pg (il est) i (terribl e qu'il iure iour & nuit)

pep noz

1659
Référence : LDJM.1 pg (chaque) nuict

nozioù

1659
Référence : LDJM.1 pg nuict

noz

1659
Référence : LDJM.1 pg nuict

etre noz ha deiz

1659
Référence : LDJM.1 pg (iour faillãt,) entre iour & nuit

kemmesk deiz ha noz

1659
Référence : LDJM.1 pg (entre) chien & loup

Petra a rit-hu diouzh an noz pa'z it en ho kwele ?

1677
Référence : Do. p53

M. Peur e renker e [sin ar groaz] ober ? D. Diouzh ar mintin pa saver, diouzh an noz pa ez eer da gousket, pa antreer en iliz, goude bezañ kemeret dour binniget, pa gomañser da bidiñ Doue, pa gemerer ar refeksion, e komañsamant hon euvroù, ha pa en em gever en un dañjer bennak, peotramant seziet / gant un aon pe ur spont bennak.

1677
Référence : Do. p9

dioc'h an noz

1732
Référence : GReg pg (sur la) brune (sur le soir)

ar madoù gwall akuizitet a ya en noz d'o hent

1732
Référence : GReg pg acquiescement

ned eus netra gwazh; hervez Sant Krizostom, eget ar balioù, hag ar c'hoarioù noz

1732
Référence : GReg pg bal (Saint Jean Chrisostome dit qu'il n'y a rien de plus permicieux que les bals, & les divertissements nocturnes)

al listri-vor a zo bet luskellet orrupl en noz diwezhañ-mañ tremenet

1732
Référence : GReg pg bercer (les navires qui étoient dehors cette nuit, ont été vilainement bercez)

boned-noz

1732
Référence : GReg pg bonnet (de nuit)

bonedoù-noz

1732
Référence : GReg pg bonnet (de nuit)

noz vat deoc'h

1732
Référence : GReg pg bon-soir (salut)

noz vat deoc'h

1732
Référence : GReg pg bon-soir (salut)

noz vat deoc'h digant Doue, Aotrou

1732
Référence : GReg pg bon-soir (je vous donne le bonsoir, Monsieur)

entre deiz ha noz

1732
Référence : GReg pg (entre) chien (& loup, sur la brune)

dec'h da noz em eus e welet

1850
Référence : GON.II pg déac'h

Diouc'h an noz

1850
Référence : GON.II pg diouc'h, diout, diouz (Sur le soir).

en noz hag en deiz

1850
Référence : GON.II pg e, enn

kalz a erc'h a zo kouezhet e-pad an noz

1850
Référence : GON.II pg erc'h

noz eo anezhi

1850
Référence : GON.II digoradur

hopadenn-noz

1850
Référence : GON.II.HV pg hobaden (-nôz)

noz

1850
Référence : GON.II pg nôz

nozioù

1850
Référence : GON.II pg nôz

n'eo ket noz c'hoazh

1850
Référence : GON.II pg nôz

ne ra nemet leñvañ noz-deiz

1850
Référence : GON.II pg nôz

Alfoet en deus a-hed an noz.

1850
Référence : GON.II pg alfôi (Il a eu le transport toute la nuit).

Noz eo anezhi.

1850
Référence : GON.II p.20, livre premier, (Il fait nuit).

Ne zeuin ket a-barzh an noz.

1850
Référence : GON.II p.87, livre second, "Je ne viendrai pas avant la nuit".

Gouelet he deus a-hed an noz.

1850
Référence : GON.II pg a-héd (Elle a pleuré durant la nuit / tout le long de la nuit).

Evañ ha kanañ a raimp betek an noz.

1850
Référence : GON.II p.80

Noz e vezo a-barzh ma'z eot kuit.

1850
Référence : GON.II p.82, livre second, « Il sera nuit avant que vous partiez ».

a-barzh an noz

1850
Référence : GON.II pg abarz (avant la nuit)

Bangounellet em eus e-pad an noz.

1850
Référence : GON.II pg bañgounella (J'ai pompé toute la nuit).

Dioc'h e yezh, gwellañ ma c'hellas, / Noz ha mintin e labouras.

1867
Référence : MGK p52

Dre ma taole evezh ouzh ar re ziskiantañ, 'welas, en o zouez, an dud er penn-kentañ. Abeg en doa, m'en tou ! Rak holl, gwitibunan, chomomp bras ha bihan, heñvel ouzh kaouenned, en noz a wel gwellañ, da sellet a-vichez, ha da zispourbellañ ouzh fazioù hon nesañ, ouzh techoù ar re all. Ne welomp ket hor re ; en hor c'heñver omp dall, dall-poch evel gozed ; rak siwazh ! Mar karfemp, hep turiañ don hor park, grizioù fall a gavfemp

1867
Référence : MGK p12

Un neizh eostig 'oa e vaner ; bemnoz, bemdez e kaned eno ; pa dave an tad e save mouezh ar vugale, ha klevet a ran c'hoazh unan eus e verc'hed o kanañ ker flour : "Peger kaer eo Kerzaoulaz, Pa zeu an noz da guzhat, Er gwez pa vez an delioù glas, Pa vez skedus ar stered ! "

1867
Référence : MGK Rakskrid VIII

Petra zo da ober ? Nemeur a dra : pa deuio tud, ganto bizhier, ha re baour o vale, grognal, harzhal, kregiñ; chom en noz war vale; ober ho fistoulig d'ho mestr, da dud ho ti, setu eno ho kefridi.

1867
Référence : MGK p8

Perak emañ 'l lezenn, / E ve ret da zaou zen / Hag a zo reuzeudik an eil gant egile, / En em gasa gwashoc'h evit ar c'hi ar c'hazh, / Evel fust ha gwalenn / O sachañ a bep tu, noz ha deiz en em lazh ; / Ya, perak m'er goulenn, / Ne c'hellfent ket terriñ pe droc'ha ar skoulm-se, / Bezañ vak anezho hag eürus adarre ?

1867
Référence : MGK p65

Er penn kentañ eus a viz Mae edo ar "Rogasionoù", hag evel-se mard oa noz p’en em gavje an holl, ne vije ket c’hoazh re ziwezhat.

1877
Référence : EKG.I. p.158

N'eo ket deiz c’hoazh, hag evelato n'eo ket noz kennebeut.

1877
Référence : EKG.I. p.130

Un abardaez, war-dro peder eur dioc’h an noz, e kreiz ar goan, e voe gwelet soudarded, ganto o fuzuilhoù karget, o vont er-maez eus a gêr Lambal.

1877
Référence : EKG.I. p.37

An Aotrou Breton ha Filip en em lakeas adarre e bale, hag en em gavas a-raok m’oa re noz e mereuri Kerouzere, el lec’h m’edo ar c’hri hag ar gouel, rak gouzout a raent o doa ranket paotred Breizh kemeret an tec’h e Kergidu.

1877
Référence : EKG.I. p.307

Eno e chomjont ur pennad e ti Visant Kadiou ; ha pa deuas an noz ec’h en em lakejont en hent evit dont d’ar gêr.

1878
Référence : EKG.II p.58

E miz meurzh e teu buan an noz.

1878
Référence : EKG.II p.5

— Gwelet a ran war ho penn un aer nec’het ; koulskoude n’eo ket kalon a vank deoc’h, hen diskouez hoc’h eus graet abaoe an dervezhioù-mañ ; un dra hepken a vank deoc’h : hini ac’hanoc’h marteze n’en deus soñjet n’hoc’h eus debret tamm abaoe dec’h da noz, ha koulskoude oc’h en em gannet evel gwazed a benn hag a galon.

1878
Référence : EKG.II p.3

Pehini ac'hanoc'h, ma lennerien, en ur lakaat an tan war un alumetezenn, d'an noz, er devalijenn, na'n neus ket gwelet, o sevel diwar e voest chimikez, evel ur vogedenn lugernus ?... Se a c'hoarvez peurvuiañ pa ve[z] gleb an amzer ha mouest an alumetez.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Diouzh an avel, neuz ha red ar c’houmoul, stuz an neñv noz ha beure, liv an heol ha doare al loar, e ouient diouganiñ an amzer.

1923
Référence : SKET p.39

P’he devoe Derkeia rannet ar gerioù emaon o tisplegañ e steuzias diouzh o selloù e tenvali[j]enn an noz, nemet he mouezh a glevjont ur wech c’hoazh o c’harmiñ : [...].

1923
Référence : SKET p.106

Tri den mentek ez oa an tri breur, dezho blev du fuilh, pennoù kramennet gant an heol hag ar mor ha daoulagad du ha lugernus evel an noz sterennek [steredek].

1923
Référence : SKET p.99 (p.199, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 99, trede dilinenna[ñ], lin. 3, e lec’h « sterennek » (Gonid., kembraeg « serenog ») lenn « steredek » kentoc’h).

Bagadoù all, ha n’oant ket kreñv a-walc’h da c’hounit douaroù dre an armoù, en em silas a goad da goad, a ouelec’h da ouelec’h, e-skeud an nozioù diloar.

1923
Référence : SKET p.90

Azaouezet ha diwallet evel ma ’z oant gant pep unan, e veze ar plac’hed yaouank sellet gant an holl gwitibunan evel c’hoarezed pe verc’hed, karet evel c’hoarezed pe verc’hed, dezho da c’hallout bale dizaon ha diarvar eus an eil penn d’ar penn all d’ar vro, da bep koulz, noz ha deiz.

1923
Référence : SKET p.67-68

Tiegezhioù a-bezh, hag int savet, d’ar beure, en o c’haerañ gant livioù ar vuhez, e-kreiz levenez ha c’hoarzh, flastret ma ’int bet dindan tousmac’h ar stourmadoù, o c’haver d’an noz yen ha dilavar dindan divaskell zu Katubodua.

1923
Référence : SKET p.20

Ac’hano e teu ma ra al lennegezh homerek gant ar ger kasiteros « staen », neuz keltiek dezhañ (1), hag e veneg an Oduseia nozioù berr ha damsklaer hanternoz enez-Vreizh [...].

1923
Référence : SKET p.146 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

E-doug an deiz e talc’hjont da strivata ha, d’an abardaez-noz, og ha divi, en em lezjont da vonet.

1923
Référence : SKET p.113

Noz teñval pell a oa, pa ’n em gavas en kreiz ar Maezoù.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.947 (Mae 1924)

— « Ar Manac’h en deus kontet din, din va-unan, ya, ha meur a wech, eme Sentig ar Glas, penaos e oa bet spontet war Maezoù-Boc’h, o tont d’ar gêr, noz anezhi, e-tro nav ha dek eur, d’ar c’houlz ma oa oc’h ober al lez da verc’h miliner Menguy.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.947 (Mae 1924)

Un toullig en korn ar vered, un tamm douar war an arched… Na kan na diskan : ar glaz[i]où, goude an "Angelus", da vihanañ, a gouezhas truezus, evel daeroù an anken, war bezioù ar vered lizennet dindan deñvalijenn an noz.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 37, p.810 (Genver 1924)

— Ur maleur bras, aotrou person, eme Marc’harid… Janedig a zo marvet en noz-mañ… Janedig, Janedig Tangi… — A !

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924)

An enezenn bleuñvet-holl a zo en a-dreñv hag o voudal enni, a veure da noz, kanadeg laouen ar gwenan, ha n’eo ket Medumagos ez eo-hi (3) ?

1924
Référence : SKET.II p.74

Un taol taboulin, ha war an engroez peoc’h an noz a ziskennas.

1925
Référence : BILZ2 p.160

Pa errujont er gêr, noz teñval anezhi, skandalet Bilzig, skandalet Mad[a]len.

1925
Référence : BILZ2 p.120

C’hwi ’oar ervat koulskoude penaos ne garan ket ho kwelet o redek, pa vez deuet an noz.

1925
Référence : BILZ2 p.120

Noz-deiz, ha deiz ha noz, an dour binniget-se [ar gwin-ardant] a rede en o [c'h]orzailhenn, evel an dour er c’han goude ur barrad-glav.

1925
Référence : BILZ2 p.123

Eno… ar besketaerien — e-unan en devoa klevet anezhe en ti-nezañ o lavaret — pa vezent o tragiñ war an aod, skeltr an noz, meur a wech o devoa bet klevet youc’hadennoù euzhus ar paourkaezh tremeniad muntret war al Lev.

1925
Référence : BILZ2 p.124

— Ma ! Madelen, ur wech all lavar d’az mamm… ya, ya, lavar dezhi delc’her ac’hanoc’h en ho kwele betek ar beure : n’eo ket mat evit ar vugaligoù eveldoc’h redek an noz ken diwezhat.

1925
Référence : BILZ2 p.126

'vit noz

1927
Référence : GERI.Ern pg ac'hanen

ac'hann d'an noz

1927
Référence : GERI.Ern pg ac'hanen (d'ici qu'il fasse nuit)

War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.

1929
Référence : SVBV p8

en tu-mañ d'an noz

1931
Référence : VALL pg avant

lakaat an noz da azkouezhañ an deiz

1931
Référence : VALL pg ajouter (la nuit au jour ; pour le travail, etc)

noz vat dit, deoc'h

1931
Référence : VALL pg bonsoir

noz vat deoc'h digant Doue

1931
Référence : VALL pg (je vous donne le) bonsoir

– « Noz vat, emezomp-ni en ur zont en ti. »

1944
Référence : EURW.1 p38

« O nonde ! ne welan mui gwall sklaer », eme Job ; « ur vrumenn a zo war va daoulagad, daoust hag emañ an noz o tont ? »

1944
Référence : ATST p.18

An eil diaoul. — « Pe pedennoù lavaret diwar beg an teod, hag ho spered o nijal war an avel noz. »

1944
Référence : ATST p.57

An eil diaoul. — « Abaoe pegeit amzer n’hoc’h eus ket lavaret ho pedennoù-noz ? »

1944
Référence : ATST p.57

En noz-mañ, avat, e vezo satanazet an ti, ken na zrasko an holl draoù e Karreg-al-Louarn…

1944
Référence : ATST p.128

... An noz a oa kouezhet ; teñval e oa evel en ur sac'h pa zigouezhjomp e bourk Mousteruz.

1944
Référence : EURW.1 p37

« Kemer da chapeled ha lavar anezhañ. An diaoul ha kement spontailh noz a dec'ho ha te 'gousko »

1944
Référence : EURW.1 p33

Ne oa ket par d'ar C'horio-se da c'hoari troioù fizik, d'an noz goude koan, da dennañ planedennoù gant kartoù, da zibunañ rimoustadennoù.

1944
Référence : EURW.1 p19

Al liver kozh a zigoras dor e sal-labour hag e welis eno war chafodoù, pe stag ouzh ar murioù, [a] bep seurt taolennoù bras ha bihan, unan dreist ar re all a skoas don war ma spered, unan hag a oa ledan evel div liñsel-wele, ha ma weled warni ur beajour o tistreiñ d’ar gêr da noz, e vlev pufet, e dog en e zorn gantañ, hag a bep tu d’an hent, e oa pleget ar gwez gant ar gorvetenn a c’hwezhe start.

1944
Référence : EURW.1 p.92-93

« Mat, gortoz a raen hoc’h asant. Trugarez deoc’h. Emberr da noz, e teuot da zibriñ ho koan du-mañ, hag e komzinp amploc’h a-zivout ar gouel-se ».

1944
Référence : EURW.1 p.202

- Ha gouzout a rit emaomp hiziv ar gwener da noz ? Ya ! « señorita ». Her gouzout a ran.

1949
Référence : SIZH p.58

Ar vaouez a oa en-dro dezhi c'hwez-tan ar bleunioù-noz, hag he mouezh a oa re bar, gant he flegoù-displegoù da delennadeg an eostig, tomm hag heson.

1949
Référence : SIZH p.42

Mezvet eo ar ganerien gant o fringol o-unan ha gant anal domm an noz.

1949
Référence : SIZH p.39

Glas-teñval ha boull, ha difiñv-meurbet e oa an noz, gant goulaouadeg virvidik ar stered.

1949
Référence : SIZH p.39

Tomm-gor e oa an noz.

1949
Référence : SIZH p.38

- C'hwi ivez, breur Alano, a gav on bet brell ha droch dec'h da noz : n'eo ket gwir ?

1949
Référence : SIZH p.62

Ar breur Arturo a oa skrijet gantañ e sorc'henn-noz divalav : ne zeu an diaoul, nemet dre deñvalijenn, da heskinañ an eneoù gwerc'h.

1949
Référence : SIZH p.53

Gwigourat a ra gwikefre merglet an horolaj, o rakseniñ tintadoù seizh eur-noz.

1949
Référence : SIZH p.65

Ha Lanig [al louarn d.l.e. ar beleg didou], 'vefe tost e ched / Da di an Hir-se, ar maer kozh ; / Met, war an deiz, n'er gweler ket, / Ne gantren ken 'met diouzh an noz.

1960
Référence : PETO p30

Kalz treizhidi a zo ha leun-chouk eo ar sal da brejañ diouzh an noz evit koan.

1985
Référence : DGBD p10

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux