Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

1. Ger a dalvez da bouezañ war pad un noz. Tremen nozvezhioù en ostalerioù. Un nozvezh spontus, glav hag avel. Un nozvezh sioul. & Trl. estl. Nozvezh vat : noz vat. 2. Kementad a zegouezh gant pad un noz. Un nozvezh glav, rev, skorn. 3. Noz. Un nozvezh e oa bet fall an traoù. Teir nozvezh zo. Nozvezhioù a vez, ne gouskan ket. 4. Dre verr. Nozvezh kousket. Tostait ouzh an tan a-raok ho nozvezh. & Gwall nozvezh. En noz-mañ en deus graet un nozvezh. & Beilhadeg. Mont d'ur maner d'un nozvezh.

Exemples historiques : 
31
Masquer la liste des exemples

nozvezh

1659
Référence : LDJM.1 pg nuictée

en nozvezh diwezhañ

1732
Référence : GReg pg (a la derniere) couchée (sur la route de Paris)

nozvezhioù

1732
Référence : GReg pg couchée (lieu où l'on couche & soupe en voyage)

nozvezh vat deoc'h

1732
Référence : GReg pg bon-soir (salut)

nozvezh

1732
Référence : GReg pg couchée (lieu où l'on couche & soupe en voyage)

nozvezhioù

1850
Référence : GON.II pg nôzvez, nôsvez

tremenet en deus an nozvezh o c'hoari

1850
Référence : GON.II pg nôzvez, nôsvez

n'hellan ket mirout outañ da vont d'an nozvezhioù

1850
Référence : GON.II pg nôzvez, nôsvez

nozvezh

1850
Référence : GON.II pg nôsvez, nôzvez

nozvezh

1850
Référence : GON.II pg nôsvez, nôzvésia, nôzvez

O welet e rae ar skouarn vouzar, pe marteze, evit lavaret gwell, o welet e rae goap eus ar c’hentelioù a ganed dezhañ, Andre ar Pontoù, an hini a oa e penn ar chouanted er c’horn-se eus ar vro, a gemennas d’e holl dud en em gaout, un nozvezh, e koad Tonkedeg, e tu ar sav-heol, el lec’h ma’z eus ur vengleuz hag a ya don a-zindan an douar.

1877
Référence : EKG.I. p.107

Ar manac’h a zebras e soubenn ha, war-lerc’h, un tamm bara hag amann : e nozvezh wenn hag e c’haloupadenn vintin o doa digoret e galon dezhañ.

1877
Référence : EKG.I. p.46

Abaoe eus pell ; mat, n’on ket evit miret da gaout nec’hamant, ha da vezañ bec’hiet va c’halon bep tro ma ya va spered da soñjal en traoù trubuilhus a welis en nozvezh-se.

1878
Référence : EKG.II p.53

nozezh

1909
Référence : BROU p. 403

Evel-se edo ar bed ganto pa zigouezhas da Vomoros, un nozvezh, kaout un hunvre.

1923
Référence : SKET p.119

Dre greiz nozvezh al lazhadeg, ul leñvadeg a boan, a gasoni, hag a vallozh a savas a-ziwar an holl ranndir etre an Albis hag ar Visuria hag a bignas d’an neñv.

1923
Référence : SKET p.128

Damdost d’an hent-se, diouzh ar c’hreisteiz, em eus gwelet ar c’hañvdi ma klever en-dro dezhañ, a-hed an nozvezhioù diloar, o ouelañ hag o kunudañ en ur weañ he daouarn war he foan, intañvez ar Garianed.

1923
Référence : SKET p.14

Brud a zo e tremenas Ariomanos, goude lidoù-kañv e dad hag e vamm, teir nozvezh ha tri devezh hep kemerout boued na died, e harz ar grugell-vez anezho.

1923
Référence : SKET p.50

Dre an hunvre-se en em welas o kerzhout war-lerc’h ar marc’h kalloc’h Rânakos e-pad seizh nozvezh ha seizh devezh, ma verzhe al loar hag an heol o sevel dalc’hmat d’e zorn dehou hag o vont da guzh d’e zorn kleiz.

1923
Référence : SKET p.119

N’oa ket hep abeg ankeniet Izabel : tri vugel he devoa, unan all ac’h a da c’henel, brazez ac'hub (1) e oa ; ha Katellig un nozvezh a deuas er bed.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924), ("ha Katellig eun nozvez a deuas er bed" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

— Ar Vran a zo kollet, mamm. — O Jezuz ’ta va Doue ! — Ya, en nozvezh an taol-amzer… An daou vartolod a zo beuzet.

1925
Référence : BILZ2 p.176

nozvezh vat

1931
Référence : VALL pg bonsoir

Ar vatezh, Jann Robin, ha war he lerc'h, Marianna Touboulig, a ouie lenn Buhez ar Sent da nozvezhioù goañv, disket ma oa bet dezho o lizherennoù gant ma mamm.

1944
Référence : EURW.1 p20

Hor mammoù hor frealze, mes kaer o doa d'ober [sic, ober], an dour a groge da sevel d'hon daoulagad dija : petra 'vije 'benn emberr, ma zud keizh... pa vije ret dimp kousket an nozvezh kentañ er-maez ar gêr, en ur gwele kalet, e-kichen paotredigoù dizanvez... drouk marteze... ?

1944
Référence : EURW.1 p31

Goude un nozvezh a ziskuizh e tiskouezas Poulpiked dimp un nebeud mereurioù en amezegiezh : kalz a gemm a gavis etre ar beizanted amañ ha re ma bro.

1944
Référence : EURW.1 p75

Ha gwir e oa ; hep tamm, abaoe meur a zevezh ha meur a nozvezh, ar c’hazh penn du a dabac’he ar muiañ ma c’helle, dindan an daol, o klask un tañva eus ul logodennig bennak.

1944
Référence : ATST p.63

Satanazet o doa ar gêr evit un nozvezh all ha setu e kave dezho o doa gounezet un tammig repoz.

1944
Référence : ATST p.119-120

- Karout a rafen dirouestlañ ar gudenn : an ere a zo etre tan va c'hig hag ar gweledigezhioù-se ; a vez hentet gante va nozvezhioù.

1949
Référence : SIZH p.56

Eno e krogomp gant al labour, hag en eil nozvezh tremenet eno em boe tu da welout ur veilhadenn-gañv, en-dro d'an tan, gant garmoù leñverezed.

1985
Référence : DGBD p37

An ostizion a oa laouen da virout ur pennadig c'hoazh an noter tavedek, pa edo ar pennoù skañv hag an deodeion war an treuzoù endeo ; plijet e oant da chom ur predig amzer e kompagnunezh an den emzalc'hus-se ; en em brientiñ a raent d'an digenvezded ; divezviñ a rae o spered bennozh d'e dav pinvidik, goude stegn al levenez a oa bet eztaoleet fonnus e-doug an nozvezh.

2012
Référence : DJHMH p32

Bremañ p'o gwelan en trepas, goude un nozvezh digousk, ur bec'h pounner war ma c'halon, an dra diwezhañ a c'hellan herzel outañ eo reiñ sklêrijenn d'ar gazetennerion.

2015
Référence : EHPEA p71

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux