Pellgargañ ar gerioù kar noz nozvezhiad nozvezhiadeg nozvezhiañ nozvezhier
O welet e rae ar skouarn vouzar, pe marteze, evit lavaret gwell, o welet e rae goap eus ar c’hentelioù a ganed dezhañ, Andre ar Pontoù, an hini a oa e penn ar chouanted er c’horn-se eus ar vro, a gemennas d’e holl dud en em gaout, un nozvezh, e koad Tonkedeg, e tu ar sav-heol, el lec’h ma’z eus ur vengleuz hag a ya don a-zindan an douar.
Ha gwir e oa ; hep tamm, abaoe meur a zevezh ha meur a nozvezh, ar c’hazh penn du a dabac’he ar muiañ ma c’helle, dindan an daol, o klask un tañva eus ul logodennig bennak.
Satanazet o doa ar gêr evit un nozvezh all ha setu e kave dezho o doa gounezet un tammig repoz.
- Karout a rafen dirouestlañ ar gudenn : an ere a zo etre tan va c'hig hag ar gweledigezhioù-se ; a vez hentet gante va nozvezhioù.
Bloavezhioù goude, pet ha pet gwech n’eo ket degouezhet din lenn ar gazetenn da hanternoz ha diwezhatoc’h c’hoazh em liorzh Borovitchi, ur gêrig etre Moskov ha Sankt-Peterburg ! Biélaya notch, an nozvezh wenn, hervez ma lavarer e rusianeg.
E kement porzh-mor e tegouezhe dimp douariñ ennañ, e veze aozet war ar C’hleber ur banvez pe ur gorolladeg, ha goude un abadenn c’hoariva, hag ar mestr-soner, anezhañ evitañ da vezañ va rener hag ur sac’h-c’hwez anezhañ, a ranke sentiñ ouzhin ha bezañ an nozvezhioù-se em gourc’hemenn, rak penaos en divije herzet ouzh ur gwaz ken tost ha me da galon an admiral ?
Eno e krogomp gant al labour, hag en eil nozvezh tremenet eno em boe tu da welout ur veilhadenn-gañv, en-dro d'an tan, gant garmoù leñverezed.
An ostizion a oa laouen da virout ur pennadig c'hoazh an noter tavedek, pa edo ar pennoù skañv hag an deodeion war an treuzoù endeo ; plijet e oant da chom ur predig amzer e kompagnunezh an den emzalc'hus-se ; en em brientiñ a raent d'an digenvezded ; divezviñ a rae o spered bennozh d'e dav pinvidik, goude stegn al levenez a oa bet eztaoleet fonnus e-doug an nozvezh.
Bremañ p'o gwelan en trepas, goude un nozvezh digousk, ur bec'h pounner war ma c'halon, an dra diwezhañ a c'hellan herzel outañ eo reiñ sklêrijenn d'ar gazetennerion.
Kontañ a reas dezhañ penaos o doa "c'hoariet" da-geñver o nozvezh eured, evel ma rae eus an dra-se, ha goulenn a reas Morgen petra 'dalveze al lavarenn-se, pezh a voe lavaeret dezhañ gant Kathrine.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
nozvezhiad