Melezour ar Marv a'r garvañ / Zo entre ar bobl a gredan, / Al Levr-mañ a vezo anvet : / Ardant, luizant, evit gantañ, / Noz-deiz, en em goñsiderañ : / Ha humiliañ Tud ar bed.
Mezellour an Maru an garfaff / So entre an pobl a credaff, / An Lefr man a vezo hanuet : / Ardant, Luysant, euyt gantaff, / Nos, dez, en em consideraff : / Ha humiliaf Tut an bet.
1575
Référence :
M.
p34
Ne ra nemet difronkañ noz-deiz.
Né ra néméd difroñka nôz-deiz.
1850
Référence :
GON.II
pg difroñka (Il ne fait que sangloter jour et nuit).
Leñvañ a ra noz-deiz.
Léñva a ra nôz deiz.
1850
Référence :
GON.II
pg leñva ou léva (il gémit nuit et jour).
« Ha me ranko noz-deiz chom sioul en ho kichen ? / Kenavo evit mat ! Mar teu din biken c'hoant / D'ho koulenn a-nevez, grweg re fur ha re goant, / Me fell din er bed all, evit va fec'hejoù, / Kaout div c'hrweg eveldoc'h d'am broudañ gant spilhoù. »
« Ha me ranko noz-deiz choum sioul enn ho kichen ? / Kenavo evit mad ! Mar teu d'in biken c'hoant / D'ho koulenn a-nevez, grek re fur ha re goant, / Me fell d'in er bed-all, evit va fec'hejou, / Kaout diou c'hrek evel d-hoc'h d'am brouda gant spillou. »
1867
Référence :
MGK
p.76
En em harpit noz-deiz, an eil hag egile, / Ha ne skuizhot en hent, kaer ho pezo bale ; / Nad it ket eus ho pro, nad it ket pell da gantreal, / Gant aon na ve anken en hent ouzh ho kedal.
En em harpit noz-deiz ann eil hag egile, / Ha ne skuizot enn hent, kaer ho pezo bale ; / Na d-it ket euz ho pro, na d-it pell da gantreal, / Gant aoun na ve anken enn hent oc'h ho kedal.
1867
Référence :
MGK
p21
« E levr kaer an neñvoù an tieg noz-deiz a lenn, / Hag hep skol all ebet zo ar gouiziekañ den. »
» E levr kaer ann envou ann tiek noz-deiz a lenn, / » Hag hep skol all e-bed zo ar gwisieka den.
1867
Référence :
MGK
p92
Hennezh a veze noz-deiz o redet a-hed an aod.
Hennez a veze noz-deiz o reded a-hed an aot.
1878
Référence :
EKG.II
p.185
Un de[iz], gant kalz a garante[z], / An Tad en noa disklêriet de[zhe] / E chom hon Salver benniget / Noz-de[iz] en taberrnakl, kuzhet.
Eun de, gand kalz a garante, / An Tad en noa diskleriet d’é / E chom hon Zalver benniget / Noz-de en taberrnakl kuzet.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1
Betek el lec’h-se e rankent bezañ noz-deiz bepred war evezh, rak, dre en em silañ a enezenn da enezenn war o bagoù pilprennek, e-kuzh an deil haleg a-soubl a-us d’ar red, ar raoskl hag ar broen en o sav war c’horre an dour, e teue Erkuniz, war greiz an deiz zoken, da skeiñ outo o daredoù.
Beteg el lec’h-se e rankent beza noz-deiz bepred war evez, rak, dre en em sila a enezenn da enezenn war o bagou pilprennek, e-kuz an deil haleg a-soubl a-us d’ar red, ar raoskl hag ar broën en o sav war c’horre an dour, e teue Erkuniz, war greiz an deiz zoken, da skei outo o daredou.
1923
Référence :
SKET
p.119
Noz-deiz, ha deiz ha noz, an dour binniget-se [ar gwin-ardant] a rede en o [c'h]orzailhenn, evel an dour er c’han goude ur barrad-glav.
Noz-de, ha de ha noz, an dour binniget-ze a rede en o gorzailhenn, evel an dour er c’han goude eur barrad-glao.
1925
Référence :
BILZ2
p.123
Noz-deiz, kargañ, diskargañ a reont marc’hadourezh deut eus pevar c’horn ar bed. Biskoazh n’hoc’h eus gwelet un hevelep keflusk.
Noz-de, karga, diskarga a reont marc’hadourez deut eus pevar c’horn ar bed. Biskoaz n’hoc’h eus gwelet eun hevelep keflusk.
1925
Référence :
BILZ2
p.182
Dirak an annez-mañ e red didav, noz-deiz, en ur leñvañ hag en ur hiboudiñ war un ton hiraezhus ha klemmvanus, dour eonennet richer Pourpri (pe Poulpri, mar bez gwell ganeoc'h), goude bezañ en em silet dre angelloù prenn rod vras ar vilin gozh he mogerioù iliavek.
Dirag an annez-mañ e red didav, noz-deiz, en eur leñva hag en eur hiboudi war eun ton hiraezus ha klemvanus, dour eonennet richer Pourpri (pe Poullpri, mar bez gwell ganeoc'h), goude beza en em silet dre angellou prenn rod vras ar vilin goz he mogeriou iliavek.
1929
Référence :
SVBV
p.18
An aotrou Brunner avat a rede noz-deiz dre ar skol, evel ur chaseour war-lerc'h ar c'had, o klask tapout unan bennak e fazi.
An Aotrou Brunner avat a rede noz-deiz dre ar Skol, evel eur chaseour war-lerc'h ar c'had, o klask tapout unan bennak e fazi.
1944
Référence :
EURW.1
p50
C'hwerv e kaven ma boued, hir an amzer, trist e vezen dre-holl, o soñjal e oan bountet en ur prizon, kalet e kaven klevout ar mestroù o c'hourdrouz hep paouez, oc'h hegal, o kastizañ, gant o daoulagad warnoc'h noz-deiz.
C'houero e kaven ma boued, hir an amzer, trist e vezen dreholl, o soñjal e oan bountet en eur prizon, kalet e kaven klevout ar mestrou o c'hourdrouz hep paouez, oc'h hegal, o kastiza, gant o daoulagad warnoc'h noz-deiz.
1944
Référence :
EURW.1
p35
Diouzhtu e c’hourc’hemennas an admiral skarañ ken ma foeltrje war-du Dakar, ha kement a herr e oa war al lestr ma weled noz-deiz an tan o flamminañ a-us d’e siminalioù.
Diouzhtu e c’hourc’hemennas an admiral skarañ ken ma foeltrje war du Dakar, ha kement a herr e oa war al lestr ma weled noz deiz an tan o flamminañ a-us d’e siminalioù.
1954
Référence :
VAZA
p.89
Ur miz brezel bihan diehan, ar re gozh e-giz ar re yaouank, an holl, noz-deiz, o vrezeliañ a-enep "an torfed diwezhañ enep an natur".