Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Gerioù kar :
0

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

Melezour ar Marv a'r garvañ / Zo entre ar bobl a gredan, / Al Levr-mañ a vezo anvet : / Ardant, luizant, evit gantañ, / Noz-deiz, en em goñsiderañ : / Ha humiliañ Tud ar bed.

1575
Daveenn : M. p34

ne ra nemet difronkañ noz-deiz

1850
Daveenn : GON.II pg difroñka

leñvañ a ra noz-deiz

1850
Daveenn : GON.II pg leñva, léva

« Ha me ranko noz-deiz chom sioul en ho kichen ? / Kenavo evit mat ! Mar teu din biken c'hoant / D'ho koulenn a-nevez, grweg re fur ha re goant, / Me fell din er bed all, evit va fec'hejoù, / Kaout div c'hrweg eveldoc'h d'am broudañ gant spilhoù. »

1867
Daveenn : MGK p76

En em harpit noz-deiz, an eil hag egile, / Ha ne skuizhot en hent, kaer ho pezo bale ; / Nad it ket eus ho pro, nad it ket pell da gantreal, / Gant aon na ve anken en hent ouzh ho kedal.

1867
Daveenn : MGK p21

« E levr kaer an neñvoù an tieg noz-deiz a lenn, / Hag hep skol all ebet zo ar gouiziekañ den. »

1867
Daveenn : MGK p92

Un de[iz], gant kalz a garante[z], / An Tad en noa disklêriet de[zhe] / E chom hon Salver benniget / Noz-de[iz] en taberrnakl, kuzhet.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Betek el lec’h-se e rankent bezañ noz-deiz bepred war evezh, rak, dre en em silañ a enezenn da enezenn war o bagoù pilprennek, e-kuzh an deil haleg a-soubl a-us d’ar red, ar raoskl hag ar broen en o sav war c’horre an dour, e teue Erkuniz, war greiz an deiz zoken, da skeiñ outo o daredoù.

1923
Daveenn : SKET p.119

Noz-deiz, kargañ, diskargañ a reont marc’hadourezh deut eus pevar c’horn ar bed. Biskoazh n’hoc’h eus gwelet un hevelep keflusk.

1925
Daveenn : BILZ2 p.182

Noz-deiz, ha deiz ha noz, an dour binniget-se [ar gwin-ardant] a rede en o [c'h]orzailhenn, evel an dour er c’han goude ur barrad-glav.

1925
Daveenn : BILZ2 p.123

Dirak an annez-mañ e red didav, noz-deiz, en ur leñvañ hag en ur hiboudiñ war un ton hiraezhus ha klemmvanus, dour eonennet richer Pourpri (pe Poulpri, mar bez gwell ganeoc'h), goude bezañ en em silet dre angelloù prenn rod vras ar vilin gozh he mogerioù iliavek.

1929
Daveenn : SVBV p.18

An aotrou Brunner avat a rede noz-deiz dre ar skol, evel ur chaseour war-lerc'h ar c'had, o klask tapout unan bennak e fazi.

1944
Daveenn : EURW.1 p50

C'hwerv e kaven ma boued, hir an amzer, trist e vezen dre-holl, o soñjal e oan bountet en ur prizon, kalet e kaven klevout ar mestroù o c'hourdrouz hep paouez, oc'h hegal, o kastizañ, gant o daoulagad warnoc'h noz-deiz.

1944
Daveenn : EURW.1 p35

Ur miz brezel bihan diehan, ar re gozh e-giz ar re yaouank, an holl, noz-deiz, o vrezeliañ a-enep "an torfed diwezhañ enep an natur".

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.2

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial