I.
1. V.g.
Lakaat gouzer d'al loened, dezho da c'hourvez.
Gouzeriet em eus er mintin-mañ. Gouzeriañ dindan ar saout.
2. Troc'hañ gouzer.
Evit kreskiñ ar bernioù teil, e veze gouzeriet goude an eost.
II.
V.k.e.
Lakaat gouzer (en ul lec'h bnk., dindan ul loen bnk.).
Gouzeriañ ar c'hraoù, ar garront. Gouzeriañ ar vuoc'h.
Référence :
BROU
p. 246 (couper de la litière; mettre de la litière aux bestiaux)
Ha, p’en deveze graet gantañ e redadenn-veure, deut en-dro d’ar marchosi, eñ eo adarre e dorchenne, a c’houzerie dindanañ hag a bourchase e rastellad-foenn evit an noz.
Ha, p’en deveze graet gantan e redadenn-veure, deut en-dro d’ar marchosi, hen eo adarre e dorchenne, a c’houzerie dindanan hag a bourchase e rastellad-foenn evid an noz.