1. Kement a vez ledet er c'hrevier - plouz, dic'harzhadur, h.a. - d'al loened da vont en o gourvez warnañ.
Ar plouz kalet eo ar gwellañ tra evit ober gouzer.
&
Trl. skeud.
Bezañ gouzer, mont da c'houzer dindan treid ub. : plegañ betek re da c'hoantoù, da froudennoù ar re all.
2. Dre ast.
Kement a vez troc'het a-benn talvezout da c'houzer.
Ar gouzer a oa da droc'hañ.