Evit doare ar yezh komzet n'anaveze nemet ar stumm "gourzen". Reizhet eo bet gant Vallée evit ar yezh lennek hag adsavet ur stumm etimologel "gouzen". Kadarnaet eo bet dibab Vallée gant Roparz Hemon ha miret "gouzen" evit ar yezh standard. Un adstumm lies eus gourzen, "gourzud", zo testeniekaet gant ar Gonideg. Gourdud a hañval bezañ al liester boas koulskoude.