1. (db. an dud)
Trouz mouezhioù a glever gant an dud pa vezont drouklaouen.
Gwech e sav grozmol er sal, gwech e strink daeroù. Nag a c'hrozmol en enep an heskinerien !
2. Dre ast. (db. ar mor)
Trouz teñval, boud.
Grozmol an tarzhioù.
Référence :
GON.II
pg krôsmôl ou krôsvôl ou grôsmôl (Murmure, bruit, plaintes sourdes que font les personnes mécontentes. Action de gronder entre les dents).
krosmol
krôsvôl
1850
Référence :
GON.II
pg krôsmôl ou krôsvôl ou grôsmôl (Murmure, bruit, plaintes sourdes que font les personnes mécontentes. Action de gronder entre les dents).
grozmol
grôsmôl
1850
Référence :
GON.II
pg krôsmôl ou krôsvôl ou grôsmôl (Murmure, bruit, plaintes sourdes que font les personnes mécontentes. Action de gronder entre les dents).
Traoù ker sot, ken dibenn ha ken difeiz hag an traoù a gontan deoc’h, ne dleent ket lezer dinec’h skiant an dud vat er vro. Abalamour da se e kleved un tamm krosmol e-touez ar bobl.
Traou ker zot, ken dibenn ha ken difeiz hag an traou a gountan d’ehoc’h, ne dlient ket lezer dinec’h skiant an dud vad er vro. Abalamour da ze e klevet eun tamm krosmol e touez ar bobl.
1877
Référence :
EKG.I.
p.189
Ne vioc’h ket souezhet eta ma lavaran deoc’h e save krozmol e-touez an dud, ha ma klevet hiniennoù o lavaret, a vouezh uhel, e oa poent derc’hel penn ouzh ar republikaned, ha kas an divroidi d’o bro.
Ne vioc’h ket souezet eta ma lavaran d’ehoc’h e save krosmol etouez an dud, ha ma klevet hiniennou o lavaret, a vouez huel, oa poent derc’hel penn oc’h ar republikaned, ha kas an divroidi d’ho bro.
1877
Référence :
EKG.I.
p.259
Ne glever a-bell, dreist an enezier, nemet grozmol ar mor bras a gros evit lavaret ez a atav en-dro hag ez eo bepred leun a nerzh.
Ne glever a bell, dreist an enezier, nemed grosmol ar mor braz a groz evit lavaret ez a atao enn dro hag ez eo bepred leun a nerz.
1877
Référence :
EKG.I.
p.94
grozmol
grósmol
1909
Référence :
BROU
p. 220 (murmure)
Triwec’h vloaz a zo abaoe ! triwec’h vloaz !… Plac’h yaouank eo atav Soazig. — Plac’h yaouank !… Plac’h yaouank kozh viret ! a c’hrozmolas unan bennak.
Triouec’h vlâ a zo abaoe ! triouec’h vlâ !… Plac’h yaouank eo atao Soazig. — Plac’h yaouank !… Plac’h yaouank koz viret ! a c’hrozmolas unan bennak.